Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                

Republik Senegal (wolofeg: Réewum Senegaal) pe, ent-berr, Senegal (Senegaal e wolofeg ha Sénégal e galleg), a zo ur stad eus kornaoueg Afrika. Dakar eo he c'hêr-benn.

République du Sénégal
Republik Senegal
Banniel Senegal Ardamezioù Senegal
Banniel Ardamezioù
Ger-stur : Un Peuple, Un But, Une Foi
(brezhoneg: Ur bobl, ur pal, ur feiz)
Kan broadel: Pincez Tous vos Koras, Frappez les Balafons
Lec'hiadur Senegal
Lec'hiadur Senegal
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
 Dakar
14°40′N 17°25′W
Yezh(où) ofisiel Galleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Macky Sall
 - Kentañ ministr =Sidiki Kaba
Dizalc'h  
 - diouzh Frañs 20 a viz Even 1960 
Gorread
 - Hollad 196 722 km² (86vet)
 - Dour (%) 2,1
Poblañs
 - istimadur 2023 18 384 660 ()
 - Stankter 93,3/km² (vet)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $20,504 miliard (109vet)
 - Keidenn $1 759 (149vet)
FDD  (2004) 0.460 (izel) (156vet)
Moneiz lur CFA (XOF)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .sn
Kod pellgomz +221

Douaroniezh

kemmañ

E-tu ar c'hornaoueg emañ ar Meurvor Atlantel hag inizi Republik Kab Glas. En norzh emañ Maouritania, Mali er reter, Ginea er su, ha Ginea Bissau er mervent. Ur peuzenklozadur eo Gambia enni, war-hed 300 km e diabarzh ar vro (ha dispartiañ a ra dre-se Kazamañs diouzh ar peurrest eus ar vro).

Diwar anv ar stêr Senegal a ra an harzoù etre hi ha Maouritania en norzh e teu hec'h anv.

Melestradur

kemmañ
 
Rannvroioù Senegal

Rannet eo Senegal e 14 rannvro melestret gant ur C'huzul rannvro dilennet. Rannet eo ar vro ivez e 45 departamant, 46 kumun arondisament, 113 kumun kêr ha 370 kumuniezh maezioù[1].




Notennoù

kemmañ
  1. Roll an dilennidi lec'hel gant Union des Associations d’Elus Locaux (UAEL) du Sénégal. Gwelet ivez al lezenn a-zivout ar gouarnamant lec'hel: GallegCode des collectivités locales, Lezenn niv. 96-06 an 22 a viz Meurzh 1996.