Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar gwin zo un died alkoolek fardet diwar goadur ar rezin, a zo frouezh ar gwini (Vitis vinifera an aliesañ, ha Vitis spp. ivez).

Ur werennad
gwin gwenn
Ur werennad
gwin ruz

En Europa e vez termenet ar gwin hervez al lezennoù gant an termenadur-mañ :

« kenderc'h tennet diwar goadur alkoolek, a-grenn pe darnel, rezin fresk, pilet pe get, pe fro »[1].

Studi ar gwin eo ar winoniezh.

Istor ar gwin

kemmañ

Gallout a ra adsevel orin ar gwin gant keñveriadurioù henoniel ha genetikel d'ar C'haokaz hag an harz norzh ar Reter-Nesañ, a vez o startaat gant an dizoloadennoù kozhañ tarbodoù eus 6000 kt JK e Jorjia ha 5000 kt JK en Iran. En em skignet e oa da C'hres adal 4500 kt JK (ma oa adkavet ar c'hozañ rezin brevet ar bed) hag Armenia (ma voe adkavet ar c'hozhañ labouradeg gwin eus 4100 kt JK).

A vez bet graet kejoù gant riz e oa greüs ivez adal ar 7vet milved kt JK e Sina.

Moarvat e oa ar skignadur gwin ouzh ar c'hornôg abalamour d'ar Fenikianed ; gwerzhet e oa ar gwin eus Byblos da Henegipt e-pad ar Rouantelezh nevez (ma voe kavet 6 eus 36 añforennadoù er maen-bez Toutânkhamon) ha dre ar C'hreizdouar war-lerc'h.

Tipologiezh

kemmañ

Gwinoù Europa a vez renket hervez o c'horn-bro da gentañ-holl (Bourdel, Rioja, Bourgogn, Chianti, etc) e-lec'h ma gwinoù ar pep all eus ar bed a vez renket hervez o gouennad (da lâret eo seurtad ar rezin), ar ouennad bennañ (Merlot, Chardonnay, Cabernet Sauvignon, Pinot noir, etc) pe ur strolladenn eus meur a ouennad (syrah, grenache, marsanne, viognier, etc.). Traoù all a vez kemeret e kont evit renkañ ar gwinoù : ar rummadatur (Gwin Bro (GB), Anvadur Orin Kontrollet (AOK), etc) ; an dasparzher : gallout a ra bezañ merk ur marc'hadour, anv ar gwinaozer, anv an dastumer pe ar c'hav kevelourel ; al liv (ruz, gwen, roz) ; ar blizen (bloavezh ar c'hutuilh rezin).

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Stagadenn IX ter da Relioadur (CE) niv. 1234/2007 (22 a viz Here 2007) Kuzul Europa diwar-benn aozadur boutin ar marc'hadoù e gennad al labour-douar.