Helsinki
Kêr-benn Finland eo Helsinki (an anv e finneg, distaget gant an taol-mouezh war ar silabenn gentañ ; Helsingfors e svedeg). E kreisteiz pellañ ar vro emañ, war ribl Pleg-mor Finland. E 2004 e oa 559 177 a annezidi e kêr ; ma konter ouzhpenn annezidi ar c’hêrioù zo tro-dro, evel Espoo, Vantaa ha Kauniainen (tolpet eo an holl gêrioù-se en un "tolpad-penn") e tizher 1,2 milion a dud. Kreizenn ar vuhez politikel, armerzhel, sevenadurel ha skiantel er vro eo Helsinki. Emañ aerborzh pennañ Finland, Helsinki-Vantaa, e-kichen ar gêr-benn.
Savet e oa bet Helsinki e 1550 gant roue Sveden Gustaf Iañ. Betek an XIXvet kantved e oa ur gêr bihan ha dister. E 1812, goude brezel 1808-1809 pa voe aloubet Finland gant Impalaeriezh Rusia, e teuas Helsinki da vezañ kêr-benn Dugelezh vras Finland, betek 1917 pa voe embannet dizalc’hiezh ar vro.