Jorjieg
yezh
Ur yezh kartvelek ar jorjieg pe georgeg (ქართული ენა kartuli ena) komzet gant tro-dro da 4.1 milion a dud e Jorjia (83% eus ar boblañs), Iran, Azerbaidjan, Turkia ha Rusia.
Jorjieg (ქართული Kartuli ) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Jorjia, Rusia, Azerbaidjan, Iran, Turkia |
Rannved : | Kaokaz |
Komzet gant : | 4 103 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Kaokazek Kaokazeg ar C'hreisteiz |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Jorjia |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | ka |
ISO 639-2 | geo / kat |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GEO |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Evel an holl yezhoù kaokazek ez eo ar jorjieg ur yezh ergativel ha daspegel. Luziet-tre eo fonologiezh ar jorjieg ivez dre ma ra gant meur a gensonenn a c'hell mont da heul an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.
Talvezout a ra ar jorjieg da yezh dre skrid evit an holl bobloù a ra gant yezhoù kaokazeg dre gomz evel ar svaneg, ar megreleg pe al lazeg.
Ul istor lennegel hir en deus ar jorjieg.
Setu rannyezhoù pennañ ar jorjieg:
- Imereteg (imeretian)
- Racheg-letchc'houmeg (racha-lechkhum)
- Goureg (gurian)
- Adjareg (ajarian)
- Imerc'heveg (imerkhev) : Turkia.
- Kartleg (kartlian)
- Kac'heteg (kakhetian)
- Ingileg (ingilo)
- Toucheg (tush)
- C'hevsureg (khevsur)
- Moc'heveg (mokhev)
- Pchaveg (pshav)
- Mtiouleg (mtiul)
- Ferdjeideg (ferjeidan) : Iran
- Mesc'heteg (meskhetian)
Skrivet e vez ar jorjieg gant ur skritur ispisial, al lizherenneg c'heorgek.