familh
Brezhoneg
Anv-kadarn
familh /ˈfãmːiʎ/ benel (furm vihanaat : familhig, liester : familhoù)
- Hollad an dud kar a vev en hevelep ti
- [...] ; rak Kerunkun a zo ur gêr vras, gant dek familh gaer o vevañ enni diwar ar mengleuzioù mein-glas ; [...]. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 89.)
- — Ar c'hwec'hvet on eus ar familh da vezañ kaset da Gerambreoù. [...]. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 106.)
- (Ent strizh) An tad, ar vamm hag o bugale ; tiegezh
- Hollad an dud kar an eil d'egile dre an dimeziñ, ar c'hanedigezh pe, a-wechoù, dre an advugelañ