o
Gwelet ivez : ò, -o, -ó |
Brezhoneg
- Raganv, ger-perc'hennañ, hag araogenn.
Raganv-gour
o
- O gwelet a refet war ho hent, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 90.)
- Ne ouzon ket, ma zad, rak o-zri o c'haran, kement an eil evel egile, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 189.)
- ... o neuennat ouzh o gedal... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 166.)
- O gwelet a refet war ho hent, — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 90.)
Anv-gwan perc'hennañ
o
- Anv-gwan-perc'hennañ an trede gour lies : o bugale, o dor, o mamm,
- A c'hoarvez kemmadur dre c'hwezhadenniñ war e lerc'h: o zad, o fenn, o c'hreiz
- [...] hag o zad, deuet da vezañ kozh, a chome er gêr. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 223.)
- Lakaet o doa en o fenn ober bepred hag atav, en noz hag en deiz, war ar maez evel e kêr, brezel da Ganclaux ha d'ar Republikaned, betek o huanad diwezhañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 221.)
- Bep Sul e taoulinont war bezioù o zud marv ha n'hellont ket mont ha dont d'an iliz hep tremen dre ar vered. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 89.)
- o-unan,
- o-daou, o-div,
- o-zri, o-zeir,
- o-fevar, o-feder
- o-femp,
- o-c'hwec'h
- Eus ouzh.
Araogenn
o ( oc'h dirak ur vogalenn)
- Dirak un anv-verb ha ne grog ket gant ur vogalenn; gwelout oc'h.
- O selaou emaon. O labourat e oant.
- Gwelout un den, pe sellout ouzh un den, oc'h ober un dra bennak
- Klevout pe selaou un den oc'h ober un dra bennak
- Santout un dra oc'h ober un dra bennak.
- Kaout mezh, plijadur, oc'h ober un dra bennak:
- Me 'meus bet plijadur, e Lambaol a-wechoù,
Oc'h ober tro an iliz gant an holl vannieloù
- Me 'meus bet plijadur, e Lambaol a-wechoù,
- A verk an doare da ober un dra bennak : dre
- O c'hoari buhez fall en devoa kollet e vadoù. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 1.)
- En em veuzet eo o kouezhañ war he fenn er poull, E-tal ar Poull, YVP
- E vreur a oa bet beuzet o vont d’an Douar Nevez, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 45.)
- Louiz en deus dic’houzouget e falc’h o troc’hañ raden, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 110.)
- Oc’h ober lorc’hajoù evel-se he deus fontet he zraoù, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 163.)
- Petra a c’honezin oc’h ober droug dit ? KAB 1/46
- Ma mab-me en devoa bet ar vedalenn « militaire » ha n’eo ket o chom da sellet en devoa gonezet anezhi, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 460.)
- A verk ar c'houlz ma oa c'hoarvezet un dra bennak:
- Ma faotr a oa bet beuzet o vont d’an Douar Nevez, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 392.)
Stummoù rannyezhel
Troioù-lavar
- bezañ oc'h ober un dra bennak
- bezañ bet oc'h ober un dra bennak
- bezañ o vont d'ober un dra bennak
- bezañ o vont d'un tu bennak
- setu ... o ...
Galizeg
o
Ger-mell strizh
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | o | a |
liester | os | as |
- Furm ar ger-mell strizh dirak un anv-kadarn gourel.
- O inverno : ar goañv. O autor do livro: oberour al levr. O mesmo : ar memes hini.
- O que : ar pezh
Deveradoù
Italianeg
Stagell genurzhiañ
o
Deveradoù
Kembraeg
- Araogenn : Eus an araogenn geltiek *aw « eus, a » a zeu eus ar wrizienn indezeuropek *h₂eu̯ a gaver er gerioù au « e-maez » e lituaneg, aû (αὖ) « adarre, a-nevez » en henc'hresianeg hag áva e sañskriteg.[1]
- Da geñveriañ gant o en henvrezhoneg, úa, óa en heniwerzhoneg hag ó « eus ; adal(ek) » en iwerzhoneg.
Araogenn
o /oː/
Taol
- lennegel : U1 ohono, U2 ohonot, U3g ohono, U3b ohoni, L1 ohonom, L2 ohonoch, L3 ohonyn.
- komzet : U1 ona i, U2 onat ti, U3g ono fe/fo, U3b oni hi, L1 onon ni, L2 onoch chi, L3 onyn nhw.
Notenn
- Kemmadur dre vlotaat goude o.
Roll an daveoù :
- [1] : Ranko Matasović, Etymological Dictionary of Proto-Celtic, Leyden, Brill, 2009, p. 97.
Estlammadell
o
Troidigezhioù
Portugaleg
o
Ger-mell strizh
gourel | benel | |
---|---|---|
unander | o | a |
liester | os | as |
- Furm ar ger-mell strizh dirak un anv-kadarn gourel.
- O inverno : ar goañv. O autor do livro: oberour al levr. O mesmo : ar memes hini.
- O que : ar pezh
Deveradoù
Spagnoleg
Stagell genurzhiañ
o