her
Gwelet ivez : Her, hêr, herr |
Brezhoneg
- Deveret eo her eus ar c'hrennvrezhoneg (hezr).
- Meneget er C'hatolikon.
- Da geñveriañ gant ar ger kembraek hydr.
- Anavezet eo evel anv-tiegezh ivez : Le Her, L'Herrou.
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | her |
Derez-uheloc'h | heroc'h |
Derez-uhelañ | herañ |
Derez-estlammiñ | herat |
her /ˈhɛːr/
- Dezhañ nerzh-kalon, hardizh.
- Un den dispont, her ha taer.
- w:Charlez an Her
- Dichek, divergont.
- Bezañ her war un dra bennak : bezañ sot gant an dra-se.
- N'on ket her war ar sistr.
Gerioù enepster
Deveradoù
Troidigezhioù
- Skrivet er e Geriadur an Here.
Raganv-gour
her /Distagadur ?/; a-wechoù hel pe hen.
- raganv (kemmadur k/c'h war e lerc'h):
- an den-mañ, pe al loen-mañ:
- ... an hini en doa her gloazet ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 220.)
- [...], a lakea va dourn er c'hiz-se d'ar maout hag em boa her boazet da dourtal evelse. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 146.)
- Her flemmañ a raint, hen debriñ a raint a-damm-a-damm… — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- Her gervel a reaz d'he di : [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 218.)
- Her c'has gant un tenn fuzuilh pe zaou da gaout e roue ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 132.)
- Me 'garfe her lavarout deoc'h met n'on ket evit hen ober. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 215.)
- Ne voe ket ret mont d’her pediñ da vont en e hent. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- Neuze an avieler her badezas eno, setu her gwalc'has diouzh ar pec'hed hag e rentas kaer e ene. — (KAGK, p. 270.)
- [...], a lakea va dourn er c'hiz-se d'ar maout hag em boa her boazet da dourtal evelse. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 146.)
- an dra-se, kement-se (gant verboù evel goulenn, gouzout, kompren, lavarout ...)
- ... evel m'her goulennomp ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 118.)
- Her c'hompren a rit kerkoulz ha me... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- Doue her gwele, Doue her gede, ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 216.)
- her gouzout
- her graet (§ hen ober), her gran (grin...)
- Her graet em eus, ha bremañ e teuan da gomz deoc'h eus ar pezh a zo c'hoarvezet e Kastell, e Lesneven, hag er parrezioù all dre bevar c'horn ar vro. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 117.)
- « [...] ; n'her grin biken, [...]. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 179.)
- her gwelout / her gwelet
- her lavarout
- Ret eo her plegañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 212.)
- ... ar re her selaoue... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 118.)
- dirak "k", gant ar c'hemmadur
- Klask a rejont an digor, ha n'oe ket diaes dezho her c'haout, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 36.)
- Her c'has gant un tenn fuzuilh pe zaou da gaout e roue ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 132.)
- — [...], ha netra ne viro ouzign da lakaat va spered da sonjal e Doue, ha va c'haloun d'her c'haret betek va huanad diveza. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 297.)
- Dre e roudoù, ni her c'havo, hag a ouezo petra eo. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 114.)
- Mari-Chann her c'hlevas... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 113.)
- ... mes eno her c'holljont. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 114.)
- — [...] ; mez lezit ho persoun ganen-me, varc'hoaz me her c'houmpezo. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 315.)
- Her c'hompren a rit kenkoulz ha me... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- Me a ya d'her c'hontañ deoc'h. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 118.)
- ... gellout her c'huzhat ouzh ar valtouterien ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 159.)
- war-lerc'h pa, ma:
- p'her gra ... p'her gwelis ...
- - [...]. Ret eo karout ar c'habiten amañ hag e soudarded kement ha m'her gran, evit distreiñ evel-hen diwar va labour. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 162.)
- Ker buan ha m'her gwelas ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 219.)
- dirak "l" (gwelout hel):
- An trouz eus ar soudarded her lakeas da zivorfilañ. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 38.)
- Her lavaret a c’hellan deoc’h. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- Mar deo un den fall n'hon eus da ober nemet her lakaat etre daouarn ar re a zo karget da varn ar rumm dud-se. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 114.)
- — Her lavaret a c'hellez, va den ; me am eus dija gwelet meur a hini. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 155.)
- Me garfe her lavaret d'eoc'h, mez n'oun ket evit hen ober, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 297.)
- — Ker guir ha m'her lavaran d'eoc'h, emez-han. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 304.)
- — Ker guir eo ha m'her lavaran d'eoc'h, eme an trafiker amann. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 305.)
- dirak ar verb displeget:
- [...], hag ar zoudarded, hanter-vezo, her goapae hag her ruille a daoliou treid etouez an teil. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 77.)
- Dre e roudoù, ni her c'havo, hag a ouezo petra eo. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 114.)
- — Ker guir eo ha m'her lavaran d'eoc'h, eme an trafiker amann. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 305.)
- her gouzon, ... her goar ... her gouie ...
- Hini ac'hanomp n'her goar, hag ar re a zigas bevanz d'eomp, ne c'houzont ket ken nebeut, her goulenn em beuz great digant-ho. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 105.)
Norvegeg
Adverb
her
- amañ.
- Kan jeg vente her ? Gallout a ran gortoz amañ?
Saozneg
Anv-gwan perc'hennañ
her
Raganv
her