Chapel Koad Kev
Stad | Frañs |
---|---|
E tiriad | Skrigneg |
Daveennoù douaroniel | 48°23′54″N 3°40′27″W |
Tisavour | James Bouillé |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet, Patrimoine du XXe siècle |
MONUMANT ISTOREL |
---|
Chapel Koad Kev |
Chapel Koad Kev zo ur chapel brudet hag ul lec'h pouezus evit broadelourien Breizh. Lec'hiet eo e Koad Kev, e kumun Skrigneg.
Savet e voe ar chapel e 1937 gant an tisavour James Bouillé (1894-1945), war atiz an aotrou Yann-Vari Perrot, el lec'h ma oa bet ur chapel goshoc'h. Ur skouer eo eus ar pezh a veze klasket ober gant luskad ar Seizh Breur : lakaat diwanañ un arz breizhek nevez. Enskrivet e oa bet ar chapel war roll ar monumantoù istorel e 1997, 60 vloaz goude ar mare ma oa bet savet.
Lec'h broadelour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet e vez ur pardon bep bloaz hag un devezh-koun gant Unvaniezh Koad Kev bep Lun Fask. D'ar sadorn 31 a viz Meurzh 2018 e oa bet adkavet distrujet kroaz bez Yann-Vari Perrot gant ur vaouez eus Skrigneg[1]. An deiz war-lerc'h e oa kavet luganioù skrivet gant pentur ruz war ar bez, Chapel Koad Kev. Al luganioù zo reoù eus an tu kleiz pellañ hag a embann: Facho, Kenavo les fachos, FTP, Menez Are enep faskour, faskourien er maez[2],[3],[4].
Losket eo bet toenn ha kreiz ar chapel gant un tan-gwall d'ar 5 a viz Gouere 2019.
-
Ur sell war chapel Koad Kev
-
Koun Lun Fask e chapel Koad Kev, bez Yann-Vari Perrot
-
"937-1937 gant milvet bloaz adsavidigez Breiz eo bet adsavet ar chapel-man".
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://abp.bzh/la-tombe-de-yann-vari-perrot-a-ete-profanee-44683
- ↑ https://web.archive.org/web/20201202160015/http://7seizh.info/2018/04/02/scrignac-la-tombe-de-yann-vari-perrot-profanee-a-koat-keo/
- ↑ https://www.argedour.bzh/scrignac-la-tombe-de-labbe-yann-vari-perrot-a-ete-profanee/
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/scrignac-29640/scrignac-la-tombe-de-l-abbe-perrot-profanee-5661288