Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Melanie

Eus Wikipedia

Melanie zo un anv-badez saoznek, alamanek ha nederlandek. Mélanie eo an doare-skrivañ e galleg, Melania un doare all. Roet e vez d'ar merc'hed dreist-holl, d'ar baotred ivez a-wezhioùigoù.

Dont a ra eus an anv-gwan gresianek μελανία (melania), "du", diwar μέλας (melas) hag a dalv "teñval".

Arabat meskañ gant Melani, un anv-badez brezhonek roet d'ar baotred. Dont a ra eus Sant Melani, kentañ eskob Roazhon. Dont a rafe eus ar memes ger gresianek "melas", pe eus ur ger brezhonek, "mael" pe c'hoazh "melen".

Un anv-badez kristen e teuas da vezañ abalamour da ziv santez : Melania an Henañ, hag he merc'h-vihan Melania ar Yaouankañ. Dont a reas an anv e Bro-Saoz gant aloubadeg ar vro gant Normaned Gwilherm II (dug Normandi), met chom a reas ral e saozneg.

Dont a reas da vezañ diouzh ar c'hiz abalamour da romant Aet gant an avel gant Margaret Mitchell e 1936, hag ar film tennet dioutañ e 1939, dre oa anvet Melanie Hamilton unan eus ar penndudennoù.