Menelaos
Menelaos (henc'hresianeg : Μενέλαος, Menelaos, un anv hag a dalvezfe « galloud ar bobl ») zo unan eus harozed akean pennañ brezel Troia. Roue Sparta e oa. Mab e oa da Atreüs, breur da Agamemnon, ha pried da Elena Troia a voe skrapet gant Paris, ha sede a belec'h e teuas brezel Troia .
Yaouankiz Menelaos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Atreüs hag Aerope hervez ar mojennoù. Hervez danevelloù all avat e oa mab da b-Pleisthenes, a oa mab Atreüs, ha da g-Kleolla, a oa merc'h Dias.
Muntret e voe Atreüs gant e niz, Aigistos, a gemeras neuze tron Mykenai hag a renas gant e dad Thyestes. E-pad ar prantad-se edo Menelaos hag Agamemnon, e vreur, o repuiñ e Sparta, e ti ar roue Tyndareos.
An eured gant Elena
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa zegouezhas Elena, merc'h Tyndareos, en oad da zimeziñ, e teuas kalz rouaned ha tierned da c'houlenn anezhi. En o zouez e oa Odysseüs, Aias Veur, Menesteüs, Patrokles, Idomeneos. Gant an holl e voe degaset profoù prizius. Choazet e voe Menelaos evel pried avat daoust ma ne deuas ket e-unan, hervez danevelloù zo, p'en doa kaset e vreur en e lec'h.
Dimeziñ a reas Menelaos gant Elena eta hag Agamemnon gant he c'hoar Klytaimnestra. Dont a reas Menelaos da vezañ roue Sparta neuze rak marvet e oa mibien Tyndareos : Kastor ha Polydeukes. Ur mab, Lisandros e anv, hag ur verc'h Hermione a roas Elena d'he fried.
Gant skoazell e vreur, Agamemnon a gasas kuit Thyestes hag Aigisthos hag a bignas goude se war dron e dad. Dont a reas neuze da vezañ galloudusañ roue Bro-C'hres.
E Brezel Troia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet eo gant Elena a voe skrapet gant Paris, ar pezh a zegasas ar brezel. En Ilias, savet gant Homeros, ec'h asant lakaat un termen d'ar brezel gant un duvell etre Paris hag eñ. Tost eo da lazhañ anezhañ met saveteet eo mab Priamos gant Afrodite.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E pevare levrenn an Odysseia e kont Menelaos da vab Odysseüs, Telemac'hos, penaos e tistroas eus Troia d'ar gêr, da Sparta.