Nennius
Nennius, pe Nemnivus, a zo un den dianav a-walc'h, hogen stag e anv ouzh istor ar Vrezhoned pe istor Kembre, a zo kontet da vezañ savet, pe dastumet, an danvez latin a zo aet d'ober an dornskrid anavezet evel Historia Brittonum.
E gwirionez e c'hall bezañ anv unan pe daou zen.
Nennius, ar c'hloareg.
An hini anavezetañ eus an daou Nennius eo diskibl Elvodugus, a zo anavezet ivez evel Elfoddw, eskob Gwynedd, hag en devoa graet da gristenien Kembre lidañ Pask d'an hevelep deiz ha kristenein all Enez Vreizh er bloavezh 768, hag a zo meneget e varv en Annales Cambriae er bloavezh 809.
Hennezh an Nennius-se a zo kontet da vezañ bevet en IX-vet kantved, a zo bet kavet e roud en un darn eus dornskridoù Historia Britonum, ma soñjer eo gantañ int bet skrivet.
Gant an arbennigour meur, David N. Dumville, ez eus bet diskouezet e kaver ar meneg-se en ur skouerenn eus an XI-vet kantved, kalz diwezhatoc'h evit skouerennoù all eus an dornskrid, e gwirionez daou c'hant bloaz war-lerc'h ar mare ma soñjer en deus bevet an Nennius kentañ. Koulskoude, e vez graet anv eus oberour skrid kentañ an Historia Brittonum evel eus hini ar skrid all evel eus Nennius pe pseudo-Nennius.
An eil Nennius
An Nemnivus all, pe Nennius ivez, a zo anv anezhañ en un dornskrid kembraek eus an IX-vet kantved. Evit respont d'an tamall graet gant ur Saoz ne oa lizherenneg ebet d'ar Vrezhoned e vije bet ijinet unan gant Nemnivus war an tomm evit dizarbenn ar gunujenn. Miret eo bet al lizherenneg ijinet (a-hervez) gant Nemnivus en dornskrid-se end-eeun, ha gouez da Nora K. Chadwick ez eo ur seurt skritur runek saoz kozh. «Diouzh an anvioù roet da lod eus al lizherennoù e c'haller lavarout en doa anaoudegezh eus o anvioù gwir e saozneg », eme Chadwick .
Da glozañ
Darn a lavar n'eus nemet un den eus an daou zen-se. Darn all a lavar n'eo ket sur, rak an Nennius diskibl da Elvodugus n'eus ket bet anezhañ marteze, ha n'eo ket anavezet gwall vat ar marevezh istorel -se.
Da lenn
- David N. Dumville, "'Nennius and the Historia Brittonum," Studia Celtica, 10/11 (1975/6), 78-95
- Nora K. Chadwick, "Early Culture and Learning in North Wales" in Studies in the Early British Church (1958).
- Nennius and Historia Brittonum commentary from The Cambridge History of English and American Literature, Volume 1, 1907–21.