Wanda
Neuz
Wanda zo un anv-badez polonek roet d'ar merc'hed. Anavezet mat eo ivez en Alamagn. Un anv-lec'h e c'hall bezañ ivez, disheñvel-mik e orin.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus anv ar briñsez polonat mojennel Wanda (priñsez). Un darempred bennak zo gant pobl ar Wended.
Brud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavet eo e Pologn abaoe an XIIvet kantved. E 1947 e oa kontet da vezañ an eil anv-badez merc'hed implijetañ en istor ar vro.
Anavezet eo bet er broioù saoznek adal 1883 dre ar romant Wanda, gant ar romantourez saoz Ouida. E SUA e oa ar 47vet anv-badez ar muiañ roet d'ar merc'hed e 1934.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vanda, e tchekeg
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wanda von Sacher Masoch
- Wanda Klaff (1922 – 1946), diwallerez kamb-bac'h; lakaet ouzh ar groug.
- Wanda Ribeiro de Vasconcelos (1962-), anv gwir ar ganerez velgiat Lio
- Wanda Cristina (1959-), skrivagnerez vrazilian
- Wanda Giorgina Toscanini Horowitz (1907 – 1998), merc'h da Arturo Toscanini, pried da Vladimir Horowitz.
- Wanda Gertz, ofiserez en arme Pologn
- Wanda Landowska (1879-1959), pianoourez
- Wanda Malecka (1800 – 1860), skrivagnerez
- Wanda Rutkiewicz (1943-1992), kraperez
- Wanda Warska (1932-), kanerez
- Wanda Wasilewska, politikourez ha skrivagnerez
- Wanda Jackson (1937-), kanerez stadunanat
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Wanda, Königin der Sarmaten, pezh-c'hoari alamanek gant Zacharias Werner e 1810, diwar ar briñsez vojennel
- Wanda, romant alamanek gant Gerhard Hauptmann e 1927
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar stêr Wanda