Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Abuja

Eus Wikipedia
E-kreiz Nigeria Emañ Abuja
Aso Rock

Abuja eo kêr-benn Nigeria, abaoe an 12 a viz Kerzu 1991, war-lerc’h Lagos. Abaoe eo kresket buan-spontus an niver a annezidi : 778 567 a dud a oa, a-hervez, e Distrig Kevreadel Abuja, e 2006. Pa oa bet divizet dibab ur gêr-benn nevez evit Nigeria, e-lec’h Lagos, e 1976, e oa bet klasket ul lec’h e-kreiz ar vro. Ur gêr nevez eo Abuja, savet war skouer Brasilia. Treset eo bet gant ar c’hêraozour Kenzo Tange.

Ur pouez bras zo c’hoazh gant Lagos e buhez armerzhel ar vro, met en Abuja emañ bremañ ar gouarnamant hag eno ivez emañ an darn vrasañ eus kannatioù ar broioù estren. Emañ Abuja en un tolead melestradurel anvet Federal Capital Territory (tiriad ar gêr-benn gevreadel).

Brudet eo Abuja abalamour d’ur pezh roc’h zo e-kichen kreiz-kêr, anvet Aso Rock, 400 m a uhelder dezhi.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]