Adage (barrez)
E barrez klasel e implijer an termen gallekaet adage hag a-wezhoù ivez ar stumm italianek orin adagio evit deskrivañ fiñvadennoù kaset-benn goustadig.
Dont a ra ar ger eus tachenn ar sonerezh ma vez implijet evit deskrivañ ul lusk goustad met pa vez implijet war dachenn ar varrez ne dalvez ket evit deskrivañ ar sonerezh met kentoc'h perzhioù an dañs e-unan. Da skouer, keit ha m'eo adagio an dañs le grand adage er Pas de deux du Cygne Noir ("Pas de deux ar alarc'h du") en oberenn Le lac des cygnes ("Lenn an elerc'h"), ec'h eo andante ar sonerezh ac'h a gantañ.
Er c'hentelioù barrez klaskel e talvez ar pleustradennoù adage evit gwellaat fiñvadennoù an divc'har hag evit o astenn ar muiañ ar gwellañ, da skouer evit gallout kas an divc'har d'an nec'h en un doare stabil ha flour.
Implijout a reer an termen grand adage evit deskrivañ un adage grand pas (pe ur pas de deux, ur grand pas d'action, hag all), kaset-da benn an aliesañ goude an entrée.