Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Albert Capellani

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Albert Capellani
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlbert Capellani Kemmañ
Anv-bihanAlbert Kemmañ
Anv-familhCapellani Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Eos 1874 Kemmañ
Lec'h ganedigezh4th arrondissement of Paris Kemmañ
Deiziad ar marv26 Gwe 1931 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Abeg ar marvDiabet Kemmañ
Breur pe c'hoarPaul Capellani Kemmañ
BugelRoger Capellani Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherfilm director, senarioour(ez), Produour sinema, aktour, aktour c'hoariva Kemmañ
Deroù ar prantad labour1904 Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Albert Capellani Kemmañ
Albert Capellani war-dro 1910.

Albert Lucien Capellani, bet ganet e Pariz IV (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) d'an 23 a viz Eost 1874 hag aet da Anaon e Pariz XVII d'ar 26 a viz Gwengolo 1931, a oa un aktour sinema, ur filmaozer, produour ha saver senario gall.

Breur e oa d'an aktour (c'hoariva ha sinema) gall Paul Capellani (1877-1960) ha tad d'ar filmaozer Roger Capellani (1905-1940[1]).

Mab henañ un tiegezh a bemp bugel e oa. Bankour e oa tad Albert Capellani ha kreskiñ a reas ar paotrig en ur metoù hag a veze pouezus an arzoù ennañ. Goude e vloavezhioù-skol, echuet e Collège Sainte-Barbe (Pariz) ez eas da labourat gant e dad, evel kontour e Kontouer broadel diskont Pariz. Evit e vreur Paul e tibabas mont war studi an arzoù, o taremprediñ kentelioù Charles Le Bargy e Skol-c'hoariva uhel broadel Pariz : mont a reas da aktour ha dont da vezañ un doare pont, evit e vreur Albert, war-du ar c'hoariva hag ar sinema o c'henel. E 1893, hag eñ triwec'h vloaz, e reas e vennozh enrollañ en arme, ar pezh a reas dezhañ kemer perzh er bagad brezel kaset da aloubiñ Madagaskar. Echu e goñje gantañ e 1895 e tro war-du melestradurezh ar c'hoariva : renour Théâtre de l'Odéon ha merour Théâtre de l'Alhambra (1904) e teuas da vezañ eta. Adalek penn-kentañ ar bloavezhioù 1900 e tostaas muioc'h-mui ouzh ar sinema, en ur gendelc'her da labourat evit ar c'hoariva : fiziet e voe ennañ (a-gevret gant Ferdinand Zecca) goursellout ouzh ar produiñ en embregerezh Pathé.

E 1908 e tremenas un nebeud mizvezhioù er Rouantelezh-Unanet, amzer dezhañ da vestroniañ yezh ar vro. Ha setu ma voe lakaet e penn Société Cinématographique des Auteurs et Gens de Lettres (SCAGL) gant Charles Pathé, azasaat oberennoù meur al lennegezh c'hall er sinema pal an embregerezh nevez-krouet. Gant ar garg-mañ en devoe tro da aliañ ha da genlabourat gant filmaozerien evel Adrien Caillard, Michel Carré, Georges Denola ha Georges Monca. Gant Capellani e-unan e voe sevenet un toullad eus ar filmoù-se. Kent na darzhas ar Brezel-bed kentañ e oa kroget da sevel Quatre-vingt-treize[2] e miz Eost 1914 : berzet e voe ar film e-pad ar Brezel Bras en abeg d'an danvez anezhañ (ur brezel diabarzh) ha ne zeuas e-maez nemet e 1921, peurechuet an oberenn gant André Antoine. Reformet e voe e miz Kerzu 1914 abalamour d'e yec'hed (klañv e oa gant an diabet) ha mont a reas da Stadoù-Unanet Amerika e nevezamzer 1915.

Eno en devoa adkavet tud a sinema c'hall evel Émile Chautard (1864-1934) ha Maurice Tourneur (1876-1961) ha kendelc'her a reas gant e vicher e-barzh embregerezhioù stadunanat evel Cosmopolitan Productions, Metro Pictures, Pathé Exchange ha World Film Corporation kent sevel e hini e-unan : Capellani Productions, Inc.. Eñ eo a reas d'ar Rusianez Alla Nazimova mont da vrudetañ aktourez ar sinema mut e studioioù Hollywood. Goude bezañ kaset da benn e film diwezhañ — The Young Diana — e tistroas, e 1922, da Vro-C'hall ma ne gavas ket e blas en ur metoù hag en devoa kemmet etretant.

E bezhioù-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War al lec'hienn Les Archives du Spectacle.

Evel filmaozer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prantad gall, 1900-1909 : c'hwec'h film berr mut ha hanter-kant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prantad gall, 1910-1914 : dek film ha pevar-ugent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prantad stadunanat, 1915-1919 : daou film warn-ugent

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prantad stadunanat, 1920-1922 : c'hwec'h film

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1913 : Le Nabab, sevenet gantañ e-unan.
  • 1919 : Oh Boy!, ivez.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lazhet e oa bet e Zuidkote (Norzh, Bro-C'hall) d'an 30 a viz Mae e-kerzh an emgannoù a c'hoarvezas da-geñver Emgann Dukark.
  2. Diwar ar romant Quatrevingt-treize (1874) gant Victor Hugo.