Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Amélie von Leuchtenberg

Eus Wikipedia
Poltred Amélie von Leuchtenberg war-dro 1839

Amélie von Leuchtenberg (1812 e Milano; e 1873 en Lisboa), pe Amélie Auguste Eugénie Napoléone, pe Amelia pe Amalia e portugaleg, a oa rouanez Portugal ha war un dro impalaerez Brasil, dre he dimeziñ da Pedro IV Portugal. Priñsez eus an Tiegezh Beauharnais, hag eil pried ar roue Pedro, deuet da vout Pedro Iañ Brazil.

Ganet e oa e Milano, e rouantelezh Italia da neuze, er bloaz 1812. Merc'h e oa d'ar priñs Eugène de Beauharnais (1781-1824), besroue Italia ha dug Leuchtenberg diwezhatoc'h, ha d'e bried Auguste von Bayern (1788-1851). A-berzh he zad e oa merc'h-vihan d'an impalaerez Joséphine de Beauharnais (1763-1814) ha d'he c'hentañ pried, ar beskont Alexandre de Beauharnais (1760-1794). A-berzh he mamm e oa merc'h-vihan da Masimilian Iañ Jozeb (1756-1825), roue Bavaria, ha da Wilhelmine von Hessen-Darmstadt (1765-1796).

Pa gouezhas an Impalaeriezh c'hall kentañ ez eas an tiegezh da glask repu davet Roue Bavaria, Masimilian Iañ, he zad-kozh

E miz Du 1817 e voe roet an titloù a zug Leuchtenberg hag a briñs Eichstätt d'he zad gant ar roue.

E miz Eost 1829, da 17 vloaz, e voe dimezet Amélie dre hanterouriezh da impalaer Brazil, Pedro Iañ Brazil, a oa intañv, e München. Daou viz goude e voe lidet an eured e Rio de Janeiro , ha setu Amélie impalaerez Brazil.

Daou vloaz goude, e 1831, e tilezas Pedro e gurunenn impalaer da vont da harpañ e verc'h Maria II da gemer kurunenn Portugal, skrapet gant Miguel Iañ. Diwar neuze ne voent mui nemet duged Bragança.

Mervel a reas Pedro en 1834, ha setu Amélie intañvez da 22 vloaz, gant ur verc'hig.

Lakaat a reas he lezverc'h Maria II da zimeziñ d'he breur Auguste von Leuchtenberg. Mervel a reas an ozhac'h yaouank daou viz goude e eured.

Eil eured an impalaer, gant Jean-Baptiste Debret.

E miz Here 1829 e timezas Amélie e Rio de Janeiro da Pedro Iañ Brazil (1798-1834), 14 koshoc'h egeti. Ur verc'h o doe :

Maria-Amélia de Bragança da 9 bloaz, gant he mamm, war-dro 1840.

Mervel a reas e miz Genver 1873 e Lisboa, da 61 bloaz. Abaoe 1982, emañ e-kichen he fried e monumant an Ipiranga, e São Paulo.