Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Antibiotik

Eus Wikipedia
Gelulenn amoxicillin, eus familh ar beta-lactaminoù, unan eus antibiotikou gourc'hemennetañ er bed

Un antibiotik (eus an hen-gresianeg anti : "a enep da" ha bios : "ar vuhez") pe bevastaler[1],[2],[3] e brezhoneg, zo un danvezenn kimiek naturel pe sintezennel a zistruj pe a harz diorren ar bakteri. Antibiotikoù lazh-bakteri a vez graet eus ar re gentañ, pa vez graet antibiotikoù bakteristatik eus ar re all. Bez e c'hell un antibiotik bezañ bakteristatik pa vez nebeut outañ ha lazh-bakteri pa vez muioc'h outañ.

Diouzh molekulennoù naturel ez eo savet un niver bras a antibiotikoù. Krouet int gant mikro-organegoù : kabelloù touseg pe bakteri all. Produet int a-benn lazhañ bakteri kevezer war ar memes biotop egeto. Koulskoude, n'ez eus nemet un niver bihan a antibiotikoù naturel a vez tu da implij en un doare efedus evit pareañ mab-den, pe e vefe evit abegoù a broduiñ pe evit o efedoù divastus. E 2016 emañ an darn vrasañ eus an antibiotikoù e gwerz savet diwar molekulennoù sintezennet, deveret pe get diwar antibiotikoù naturel.

An antibiotikoù a zo oberiant en un doare resis war ar bakteri, dre harzañ ur prantad ret-holl d'o ziorren : sintezenn o pale gellig vakterienn, o drenkenn dizoksiribonukleel, o froteinoù, pe o produiñ energiezh. An harz-se a c'hoarvez p'en em liamm an antibiotik war e bal, ur molekulenn eus ar bakteri hag a vez oberiant e unan eus ar brantadoù ret-holl meneget. Diuzel tre ez eo an etrewered etre an antibiotik hag e fal, spesius d'ar bakteri. Darn vrasañ an antibiotikoù a zo dizoberiant war ar c'hebell-touseg pe ar viruzoù.

Unan eus araokadennoù pennañ an XXvet kantved e-keñver medisinerezh zo eus diorren an antibiotikoù da heul an eil brezel bed. Al louzaouadennoù antibiotik o deus lakaet da greskiñ esperañs bevañ an dud ouzhpenn dek vloaz, muioc'h evit pehini eus al louzaouadennoù all[4]. Koulskoude, dre o implij boas, pe zoken dre re implij eus darn eus an antibiotikoù, e teu poblañs ar bakteri antibiodalc'hus war gresk. Dre se e tigresk en un doare hollek o efedusted. En ospitalioù ez eo abeg d'ur c'hresk ar riskloù poreadur kurdiat, dre ziouer a louzoù efedus a walc'h a enep d'ar bakteri re zalc'hus.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur brezhoneg an Here, An Here, 2001, p. 136a
  2. Guy Étienne, Geriadur ar Vezekniezh, Preder, 2007, p. 104
  3. Nouveau Dictionnaire Breton-Français/Français-Breton, Al Liamm, 2014, p. 86b
  4. McDermott, Rogers (1982). "Social ramifications of control of microbial disease". The Johns Hopkins Medical Journal 151: 302-312