Apofoniezh
Er yezhoniezh e vez implijet an termen apofoniezh (saoz.: apophony) war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare kemmadur kensonennel pe vogalennek evit merkañ perzhioù pe arc'hweloù yezhadurel, da skouer kembraeg corff « korf » > cyrff « korfoù » ha brezhoneg maen > mein.
Peurliesañ e teu an apofoniezh diwar diorroadur ur yezh a-hed an amzer pa deu da vezañ ur perzh morfologel ha/pe kevreadurezhel kemmoù a orin fonologel.
Doareoù apofoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zoare aponiezh ez eus hervez ma vez kemmet perzhioù ur vogalenn, ur gesonenn pe c'hoazh un donenn
Kemmañ a ra arc'hwel yezhadurel resis pe degouezh apofoniezh a yezh da yezh.
Apofoniezh vogalennek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez stank apofoniezh vogalennek (anvet « dereziadur vogalennek » pa gomzer eus diorroadur an indez-europeg dre voaz) e yezhoù ar bed, da skouer e dinkeg:
Apofoniezh dreistskizhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemmet a c'hell bezañ ivez meur a elfenn dreistskizhel, en o zouez tonennoù, lec'h an taol-mouezh pe an hirder vogalennek, da skouer e vietnameg:
Kemm tonenn đây « amañ » đấy « aze » (tonenn ngang > tonenn sắc) bây giờ « bremañ » bấy giờ « goude » (tonenn ngang > tonenn sắc) kia « aze » kìa « ahont » (tonenn ngang > tonenn huyền) cứng « kaled » cửng « dihodiñ » (tonenn sắc > tonenn hỏi)
En albaneg e c'hell kemmañ hirder ar vogalennoù evit merkañ niver ha/pe jener an anvioù-kadarn, da skouer:
E saozneg e c'hell kemmañ lec'h an taol-mouezh evit lakaat an diforc'h etre un anv-kadarn hag ur verb, da skouer:
A-wezhoù, kentoc'h evit o lakaet da apofoniezh e vez dielfennet seurt kemmoù dreistskizhel evel kengerioù ispisial anvet « dreistgerioù ».
Apofoniezh kensonennel (« kemmadur »)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez an termen « kemmadur » evit komz eus an apofoniezh kensonennel, dreist-holl pa gomzer eus ar yezhoù keltiek. Estreget er yezhoù keltiek e vez kavet apofoniezh kensonennel, stank a-walc'h int e yezhoù ar bed, da skouer e bembaeg ma talvez ar c'hwibanusadur hag ar staonekadur da verkañ verboù kaozus:
Verb nann-tranzitivel Verb kaozus pona "kouezhañ" ponya "lakaat da gouezhañ" enda "pourmen" ensha "lakaat da bourmen" kula "kreskiñ" kusha "lakaat da greskiñ"
Apofoniezh hag elfennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alies a-walc'h e c'hoarvez an apofoniezh gant kemmoù all, da skouer kengerioù staget ouzh ur wrizienn pe ur c'helf, da skouer e brezhoneg:
Unander Liester gad gedon roc'h reier
Apofoniezh kv. Treuzkemmadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-wezhoù e vez dielfennet ivez evel un doare apofoniezh ar patromoù treuzkemmadur implijet gant yezhoù semitek] evel an arabeg ma kemm vogelennoù implijet gant ar c'helfoù, da skouer:
Ger Ster Patrom kemm katab "skrivañ" (a - a) kataba "bez' e skrivas" (a - a - a) kaatab "kenskrivañ" (aa - a) kitaab "levr" (i - aa) kutub "levrioù" (u - u) kaatib "skrivagner" (aa - i) kuttaab "skrivagnerion" (u - ːaa)
Gwelit ivez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |