Arsimont
Neuz
Arsimont (walloneg: Årsumont ) a oa ur gumun eus Proviñs Namur e Belgia. Gant Lezenn 1977 e voe lakaet e kumun Sambreville.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Adalek an 21 betek an 23 a viz Eost 1914 e voe un emgann eno etre ar soudarded c'hall, gant an 70vet Rujumant Troadegiezh (Gwitreg), ar 47vet Rujumant Troadegiezh (Sant-Maloù), an 48vet Rujumant Troadegiezh (Gwengamp), an 71vet Rujumant Troadegiezh, ar 41vet Rujumant Troadegiezh (Roazhon), an 2vet Rujumant Troadegiezh,ar 7vet Rujumant Troadegiezh, ar 118vet Rujumant Troadegiezh(Kemper) hag an tirlu alaman.
- E 1934 e voe bodet relegoù ar soudarded vreizhat ha gall e Beredeg ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Mengleuz glaou du.