Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Avareg

Eus Wikipedia

Unan eus yezhoù kaokazek ar biz eo an avareg (diwar Авар МацӀ pe магӀарул мацӀ) komzet gant tro-dro da 650.000 a dud e Dagestan (Rusia) hag Azerbaidjan dreist-holl.

Unan eus 14 yezh ofisiel Dagestan an hini eo ma talvez da yezh voutin (pe lingua franca)

Daou vloc'had rannyezhel zo :

  • Rannyezhoù an norzh:
    • C'hounzac'heg (khunzakh)
    • Kazbekeg (kazbek)
    • Gounzibeg (gunib)
    • Goumbeteg (gumbet)
  • Rannyezhoù ar su:
    • Andalaleg (andalal)
    • Gidatlyeg (gidatl')
    • Antsouc'heg (antsukh)
    • Tcharodeg (charoda)
    • Tlyarateg (tlyarata)
    • Koumadeg (cumada)
    • Kounteg (cunta)

Adal ar XVvet kantved eo bet skrivet an avareg gant ar skritur georgek betek ar XVIIvet kantved ma voe kroget da implijout al lizherenneg arabek anvet skritur adjamek. Dindan beli an ez-Unaniezh Soviedel e voe kroget d'ober da gentañ gant al lizherenneg latin e 1928, bet kemeret he flas gant al lizherenneg kirillek e 1938 hag a vez implijet peurliesañ hiziv c'hoazh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]