Azawad
Neuz
ⴰⵣⴰⵓⴷ أزواد Azawad Stad Dizalc'h Azawad | |||||
| |||||
Azawad (e gwer teñval) | |||||
Kêr-benn | Gao | ||||
---|---|---|---|---|---|
Yezh(où) ofisiel | |||||
Gouarnamant | Republik | ||||
- Sekretour-meur | Bilal Ag Acherif | ||||
Dizalc'h | diouzh Mali | ||||
- embannet | 6 a viz Ebrel | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | ≈ 822 000 (rannvroioù Tombouktou, Kidal ha Gao) km² | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2009 | ≈ 1 300 000 () | ||||
- Stankter | /km² | ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+0) | ||||
- Hañv (Eur hañv) | (UTC+0) | ||||
Kod kenrouedad | |||||
Kod pellgomz | +223 |
Azawad (e tifinagh: ⴰⵣⴰⵓⴷ[1]; en arabeg: أزواد) eo an anv a vez roet d'ar rann eus norzh Mali, lodek eus ar Sahara, poblet evit an darn vuiañ gant touareged, ha gant un nebeud pobloù all, hag a vez goulennet he dieubidigezh gant aozadurioù zo, en o zouez an Emsav Broadel evit Dieubidigezh Azawad. Rannvroioù Tombouktou, Kidal ha Gao en o fezh a vez lakaet e-barzh gant EBDA, met hervez aozadurioù all n'eo nemet al lodenn en norzh d'ar stêr Niger.
D’ar Gwener 6 a viz Ebrel 2012, da heul un emsavadeg armet, e oa bet disklêriet dieubidigezh Azawad gant EBDA.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mouvement National de Liberation de l'Azawad. Mouvement National de Liberation de l'Azawad. Kavet : 10 January 2018.