Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Bae Penrhyn

Eus Wikipedia

Bae Penrhyn (Penrhyn Bay e saozneg) zo ur bae hag ur gêriadenn vihan en arvor hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ e-kichen Rhiwledyn, etre Llandudno ha Llandrillo-yn-Rhos, e kumuniezh Llandudno hag e parrez Llanrhos.

Bae Penrhyn gant ar gêriadenn

"Penrhyn" a oa, gwechall, anv ar beg-douar a zo er reter da Vae Llandudno (anvet bremañ Trwyn y Fuwch pe Gogarth Fach e kembraeg, ha Little Orme e saozneg). Met deuet eo an anv "Bae Penrhyn" bremañ da dalvezout evit ar bae a zo er reter da Drwyn y Fuwch hag evit ar gêriadenn a zo war e ribl. En tu all, er reter da Vae Penrhyn, emañ Ochr y Penrhyn (Craigside e saozneg).

Er c'horn-bro-se e klaskas katoliked kuzhat d'ar mare ma oant gwasket, dindan ren ar rouanez Elesbed I. Eno e voe moullet, dre guzh, al levr kentañ moullet e Kembre, Y Drych Cristianogawl (savet gant Robert Gwyn pe Gruffydd Robert, katoliked anezho), e 1585. Ur chapel eus ar mare-se, gouestlet d'ar "Werc'hez Vari eus Penrhyn", a voe implijet betek 1930.

Kreskiñ kalz a reas kêriadenn Bae Penrhyn en XXvet kantved, ha bremañ emañ e bannlev Llandudno.