Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Bear

Eus Wikipedia
Ur pennad Bear (disheñvelout) zo ivez.
Bear
Iliz katolik Gwenezan.
Iliz katolik Gwenezan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bégard
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Bear (pennlec'h)
Kod kumun 22004
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Gérard Le Caër
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Wengamp
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 4 810 ann. (2020)[1]
Stankter 132 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 37′ 43″ Norzh
3° 17′ 59″ Kornôg
/ 48.6286111111, -3.29972222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 142 m
bihanañ 45 m — brasañ 176 m
Gorread 36,41 km²
Lec'hiañ ar gêr
Bear

Bear ([ˈbeːar]) zo ur gumun hag ur penn-kanton e Breizh e Treger, war an hent etre Lannuon ha Gwengamp.

Begar, 1130, 1146, 1170, 1184-1189, 1202, 1238.

Peurliesañ e soñjer e teu an anv diwar ar saozneg beggar ("klasker-bara").

Bernard Tanguy en deus ur mennozh all : heñvel ouzh ar ger germanek bigard "jardrin kloz e-kichen un ti".

Bégard d'hier à aujourd'hui, p. 26-2 : "Ma'z ez eus ar ger Begar en dielloù diwar an ti-se adalek kreiz an XIIvet kantved, ne oa deut ar ger Beggar e saozneg nemet e-kerzh an XIIIvet kantved hag ar XIVvet kantved, hag e-se ne c'hall ket bet kemeret evit lesanv d'ur c'hlasker-boued bennak e vije bet marteze el lec'h se" (tr. JC Even)

Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant, ouzh 2 ha 3 en glazur e rozenn en aour.[2]

Hervez René Couffon, ar plou diazez Plegauguern e oa enni : Bear, Gwenezan, Trezelan, Botlezan, Koadaskorn, Lanneven, Sant-Norvez.

Evit ar pezh a sell talvoudegezh an anv Plegauguern, Couffon o heuliañ R. Largillière, p. 188, a gomz eus ur vreuriezh eus 1750 eus Lomikael-an-Traezh, laret "de Guénoson", hag a vefe adkavet en anv Gwenezan.

Miz Mezheven e penn kentañ Gouere 1487, Yann Koadmen, gouarnour Gwengamp, a dapas aotrouien vreton eus tu Gall en abati Bear hag a lazhas meur a hini anezho.

  • Krouet e voe ar gumun e 1790. E 1792 e voe bodet e parrez Bear parrezioù bihan a oa tro-dro da abati Itron-Varia Vear, Bodlezan, Trezelan, Sant-Norvez ha Gwenezan. D'ar 26 a viz Mae 1793 e voe bodet an holl gumunioù bihan-se da vont d'ober ur gumun vras ha nevez, Bear[3].
  • 3 a viz Du 1791, gwerzet eo an abati evel madoù ar stad d'ur c'henwerzher eus Pariz
  • 21 Here 1809, ar pemp iliz ar barrez zo lakaet en gwerzh gant un dekred eus an impalaeriezh. Gwerzhet int bet d'ar 16 Ebrel 1810
  • 1868 : savet eo iliz Sant-Riwal Trezelan
  • 4 Gouere 1880 : benniget eo ar maen kentañ e chapel ar Gwir-Salver
  • 21 Kerzu 1896 : an tan a ra distruj e-barzh iliz an Itron-Varia
  • 13 Gwengolo 1903 : benniget eo ar maen kentañ en iliz nevez an Itron-Varia
  • 24 Kerzu 1905 : benniget eo iliz nevez an Itron-Varia
  • 28 Du 1970 : digoret eo savadurioù nevez an ospital (kemmesk adalek se)[4]
Brezel-bed kentañ
  • 241 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,04 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
Eil Brezel-bed
  • D'ar 1 a viz Mae 1944 e voe manifestet er vourc’h betek monumant ar re varv gant ur 15 bennak a dud o kanal La Marseillaise[6].
  • Kemeret e voe 7 590 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 23 a viz Mae 1944 tro 17 eur 15, un eil skipailh pevar den a zeuas un hanter-euriad goude, met gober a reas tro-wenn; 6 995 Lur a voe tapet d'ar 24 a viz Mae gant daou zen ha 32 000 Lur d'an 30 a viz Mae hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[7].
  • 20 Mezheven 1944 : taget eo Kommandantur Bear gant pemp FTP eus makiz Plouizi (R de St Jouan)
  • 3 Gouere 1944 : goude ur skarbouklenn etre tud an FTP hag an Alamanted, harzet e vez pemzek tud. (R de St Jouan)
  • 31 Gouere 1944 : daou ti-feurm, enno Krec'h-Kaer, a zo devet gant an Alamanted (R de St Jouan)
  • 8 Eost 1944 : tapet eo pemzek Alaman gant tud O.R.A.F ha F.T.P.E (R de St Jouan)
  • Mervel a reas 37 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
Trevadennoù

Roll abaded Bear

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Vincent de Kerléau (1443)
Ivez abad des Prières e 1467 ; kañseller Breizh, hag eskop Leon e 1472. Marvet e 1476.
En glazur e c'harv en aour.
Philippe de Coëtquis
En argant e lammell en gul, heuliet ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir fempdiliaouenn, hag ouz kab gant ur ruilhenn, an holl ivez en gul.
Pierre de Kerléau (†1526)
Bet ivez abad ar Releg ; marvet e 1526.
En glazur e garv en aour.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peulvan Kergezhenneg

(Enrollet 1887)

Peulven Paskiou
Abati Bear
Iliz Itron-Varia, Bear
Iliz santez Tumel, Bodlezan

XVIvet kantved, 1702, 1728. Enrollet d'ar 5 Here 1981 ha d'an 19 C'hwevrer 1964.

Iliz santez Jenovefa, Gwenezan

XVIvet kantved,XVIIvet kantved ; enrollet d'an 19 C'hwevrer 1964; kalvar (XVIvet – XVIIvet) enrollet d'an 8 Ebrel 1964.

Iliz sant Rivoal, Trezelan
Chapel sant Meven, Lanneven

XVIvet ; enrollet d'an 19 C'hwevrer 1964.

Chapel sant Nikolaz

Dibenn an XVIIIvet ; kempennet e 1985.

Maner ar Rechoù

Dibenn ar XVIvet ; e stad fall.

Maner Koadgourae

XVvet ; enrollet d'ar 24 Kerzu 1943.

Maner ar Roc'h-Huon

Deroù ar XVIIvet kantved.

Maner Park-Lann

1716.

Maner Trevoureg

1727.

Maner Kervolken

XVIIvet kantved.

Ti ar Rest

Savet gant mein eus 1615 o tont diouzh iliz Sant-Norvez.

Kouldri Maner Kernaudour
Kroazioù

Kervolken (XVIIvet) ; Sant-Nikolaz (XVIIvet), e stad fall ; Run-ar-Groaz (1659) ; Kenkiz (1726) ; Poulloger (1753) ; Gwern-Nevez (1758) ; Rukro(k?), XVIIvet ?

Ya d'ar brezhoneg
  • D’ar 26 a viz Here 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh
  • Ur skol zivyezhek kentañ (skol bublik) zo bet digoret e 2007.
  • E distro-skol 2022 e oa 85 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek kentañ derez. [8]
Bugaligoù
  • E 2007 atav he deus divizet magouri Bear sinañ karta Divskouarn evit diorren implij ar yezh er vagouri (ar vagouri gentañ en Aodoù-an-Arvor).
  • D'an 23 a viz C'hwevrer 2008 eo bet sinet live 1 karta Divskouarn gant "Ti Poupigoù", an ti liesdegemer.

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

adalek 1962 betek bremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

[9]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2008 → bremañ Gérard Le Caer Strollad Komunour Gall Kuzulier Kanton Bear abaoe 2008
Meurzh 1983 Meurzh 2008 Noël Bernard Strollad Komunour Gall Mezeg-loened, Kuzulier Kanton Bear 1976-2001
1973 1983 Yves Le Pichouron[10]
1944 1973 François Clec'h
1941 1944 Pierre Person
1910 1940 Pierre Person
1904 1910 Louis Le Ravazet
1888 1904 Louis Person
1881 1888 Jean Louis Tassel
1878 1881 Yves Le Calvez
1875 1877 Marc Jézéquel
1875 1875 Yves Le Calvez
1865 1875 Yves Marie Le Guyader
1848 1865 Guillaume Tassel
1848 1848 Vincent LeTiec
1840 1848 Antoine Person
1833 1840 François Penanhoat
1832 1833 Henry Le Calvez
1812 1832 Jean Louis Le Gac
1808 1812 Yves Scolan
1800 1808 Vincent LeTiec
1793 1800 François Le Bonniec Maer da c'hortoz, bet maer Sant-Norvez adalek 1790 betek 1793
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

[11].

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Adrien Hamon : livour. Bear, 16 Gwengolo 1876 / 15 Meurzh 1963
Tud bet marvet eno
Tud bet beziet enno
Ardamez Llanelwy

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • René Couffon : Recherche sur les églises primitives. Bulletins et Mémoires. Société d'Émulation des Côtes du Nord. 1945-1946
  • Hervé Le Goff : Bégard ou le petit Citeaux de l'Armorique. De l'abbaye à la commune(1130-1793)
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Diwar tu-kein ardamezioù manati sistersian Bear, XIIvet kantved.
  3. Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie, 1990
  4. R. de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor, 1990
  5. 5,0 ha5,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  6. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 217, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  7. Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 256, 257, 258 ha 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011.
  8. Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2022
  9. Cassini-EHESS hag EBSSA
  10. Le Télégramme
  11. Bégard d'hier à aujourd'hui, pajennoù 222 ha 223