Bez Santel
Iliz ar Bez Santel, anvet ivez Iliz Bez ar Salver pe Iliz an dasorc'hidigezh (e gresianeg : Ναός της Αναστάσεως, Naos tis Anastaseos; e jorjieg : Agdgomis Tadzari; en armenieg : Surp Harutyun) gant Kristenien ar Reter, zo un iliz kristen e diavaez mogerioù-kreñv kêr gozh Jeruzalem. Sellet e vez ouzh al lec'h-se evel al lec'h santelañ gant ar Gristenien o deus doujañs bras outañ. An iliz-se zo ar santual savet en-dro d'al lec'h ma oa kroazstaget ar C'hrist (Golgota) hag ivez al lec'h ma oa bet beziet (bez Jezuz Krist) ha ma tasorc'has hervez ar Bibl. Deuet eo an iliz da vezañ ul lec'h pirc'hirinaj a bouez adalek ar IVe kantved.
Hiziv ez eo ivez sez Eskob-meur reizhkredour Jeruzalem hag hini an Arc'hbeleg katolik eus penniliz ar Bez Santel.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kent ar groazstagadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar furchadennoù renet er penniliz a-vremañ gant ar frañsezad Virgilio Corbo, er bloavezhioù 1960, ez eus bet dizoloet roudoù mein ben hag eus douaroù gounezet. Diskouez a reont e oa tud o chom e-kichen ar menez Golgota kalz a-raok ma oa bet meneget en Testamant Nevez. E diavaez kêr Jeruzalem edo hag e talveze al lec'h-mañ da vengleuz maen "malaki" adalek an VIIIvet kantved. Goude se, er Iañ kantved, e oa bet goloet an toulloù gant douar hag implijet e oa bet evel jardin. Hemañ eo jardin ar Golgotha zo anv anezhañ en avieloù. En tu-hont da se e oa bet dizoloet roudoù gounezerezh e-barzh ar c'hroc'h ma oa dizoloet ar Groaz. D'ar memes mare e oa bet savet ur reizhiad grec'hier bezioù e kornôg ar vengleuz. Kleuzet e voe ar bezioù e brioù roc'hek uhel a-blom ; e-mesk ar re-se ez eus unan zo lesanvet, hervez an hengoun, "bez Jozeb Arimatea".
Ar basion
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hroazstagadur, ar beziadur hag an Dasorc'hidigezh a zo bet pazennoù diwezhañ pasion ar C'hrist. Hervez ar pevar aviel e oa al lec'h-mañ « e diavaez ar mogerioù », « e-kichen un hent » ha « tost da gêr » (Yn 19:20), war ar « Golgota », anvet ivez «Lec'h ar c'hlopenn» (Mz 27:33, Mc'h 15:22, Lk 23:22 et Yn 19:17), a oa ur « jardin » a-raok (Jn 19:41). Ouzhpenn e oa bet beziet ar C'hrist en ur « bez nevez » (Yn 19:41, Lk 23:33 ha Mz 27:59) a oa « nepell ac'hano ».
Kadarnaet eo disklêriadennoù an avieloù gant ar arkeologiezh. ouzhpenn se, martezeadenn « Bez ar Jardin », norshoc'h da gêr Jeruzalem, a oa brudet-kenañ e deroù an XXvet kantved, zo dilezet abaoe pell evit hini ar Golgota.
An enklaskoù arkeologiezh a ziskouez e oa bet kleuzet lec'h bez Jezuz war a seblant en un torosad roc'hellek nepell diouzh ar vengleuz. Ar perc'henn, Jozeb Arimatea, er bloavezhioù 30 goude J.K., a oa krog da brientiñ ur bez evit e diegezh el lec'h-se. Ar bez nevez-se a oa dezhi un digor izel ha strizh, stanket gant ur maen bras. Er penn all e oa un trepas a gase d'ar gambr kañv. Kizellet e oa bet ur skaon er roc'h en Norzh, a-zehou d'an nor met soñjet en doa Jozeb Arimatea moarvat da sevel daou skaon all er c'hornôg hag er su evit klokaat bez e diegezh. Pa oa bet kroazstaget Jezuz en doa kemmet e soñj hag e oa bet beziet ar C'hrist eno.
Hiziv an deiz ez eo doujet gant ar Gristenien evel al lec'h ma oa lakaet e gorf ha ma tasorc'has.
Hiziv ez eo klozet ar bez en ur savadur marmor.
Ar Golgota e-pad an Henamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eusebius Caesarea a ziskriv en e « Buhez Kustentin » (Vita Constantini) penaos lec'h ar Bez Santel, deuet da vezañ ul lec'h azeulerezh evit kumuniezh Kristenien Jeruzalem, a oa bet goloet gant douar ma oa bet savet goude un templ pagan dediet da Wener. Daoust ma ne lavar ket hiroc'h ez eo posupl e oa ul lodenn eus ar Jeruzalem adsavet gant an impalaer Hadrianus e 135 ha badezet en-dro Ælia Capitolina, goude mougidigezh emsavadeg yuzev 70 hag emsavadeg Bar Kokhba e 132-135.
War-dro 325-326 e roas an impalaer Kustentin an urzh da zizoloiñ al lec'h ha goulenn a reas digant Macarius Jeruzalem sevel un iliz el lec'h resis ma oa bet kroazstaget ha beziet Jezuz Krist. Danevell a reas pirc'hirined Bourdel (Itinerarium Burdigalense) e 333 : « Eno, bremañ, war urzh an impalaer Kustentin, ez eus bet savet ur penniliz, da lavaret eo un iliz kaer meurbet, gant oglennoù en he c'hichen evit tennañ dour hag ur gibell a-dreñv, ma vadezer ar vugale vihan[1] ».
Sokrates Kergustentin (ganet war-dro 380), en « Istor eus an Iliz », a zeskriv pizh penaos e oa bet dizoloet (Deskrivadenn adkemeret gant Sozomenus ha gant Theodoret). Merka☺46 a ra ar roll a-bouez c'hoariet gant ar furchadennoù hag ar savadurioù graet war urzh mamm [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Kustentin]], Santez Elena, en dije dizoloet ivez ar Gwir Groaz, hervezañ.
Kustentin a c'houlennas digant Elena lakaat sevel ilizoù el lec'hioù ma veze kounaet buhez Jezuz Krist : kounañ a ra Iliz ar Bez Santel diwezh buhez Jezuz, penniliz an Eleona war Menez an olivez zo al lec'h ma vefe pignet Jezuz betek an neñv, Iliz ar C'hinivelezh e Betleem a goun deroù e vuhez. Lakaat a reas sevel un iliz en Hebron iez.
Ar Bez Santel er grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar prantad musulmat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare tierniezh an Abbassed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare tierniezh ar Fatimided
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prantad ar C'hroaziadegoù (1099-1187)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prantad an Ayyoubided
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Bez Santel er prantad modern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Bez Santel adalek an naontekvet kantved betek bremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Statu quo
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskrivadenn ar Bez Santel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwirionder al lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eiladoù eus ar bez santel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) OrthodoxWiki - Iliz ar Bez Santel (Jeruzalem)
- Kartenn ar Bez Santel er VIIvet kantved
- Kartenn ar Bez Santel hiziv an deiz
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Skrivagner dizanv Bourdel, bloavezh 333, pajenn 594, an dedskrivadenn goshañ eus ur pirc'hirinaj en Douar Santel gant ur C'hristen eus ar C'hornôg, savet e deroù ar IV kantved.