Bonsai
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Bonsai (japaneg 盆栽, "plantañ en ur pod izel", diwar 盆 bon "pod izel" ha 栽 sai "plantadur") zo un arz japanat savet diwar gwez munut a c'hounezer e podoù izel.
Dre deknikoù benañ arbennik e teuer a-benn da c'hounez ur wezenn en hec'h oad-gour en ur pod, pa vefe degadoù a vetradoù he ment en natur.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-orin eus Sina eo an arz-se, a gaver e Viet Nam ivez.
盆景, pinyin pén jǐng "gweledva en ur pod izel" eo an anv sinaek, ha Hòn Non Bộ, heñvelster, eo an anv vietnamek.
Abaoe tremen ur milved ez eus eus ar bonsai e Japan, ha tamm-ha-tamm ez eus ganet ur genedelezh hag ur c'heriaoueg piaouel d'an arz-se.
Erruet e oa arz ar bonsai e Japan e-kerzh ar pennad-amzer Kamakura (1185-1333), gant leaned voudaat Zen. Gant an amzer e oa bet krouet meur a skol en-dro d'ar bonsai, ar skol 流 ryû o vezañ an hini vrudetañ.
Tro-dro da 1870 e oa erruet ar bonsai e Stadoù-Unanet Amerika, ha goude an Eil brezel-bed ez erruas en Europa.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alain Barbier & Erika Laïs, Les Bonsaïs, Paris, Rustica, 2001, (ISBN 978-2-84038-387-1) (fr)
- Luis Vallejo & Martine Richebé, Bonsaï – La nature et la sculpture, Mengès, 2001, (ISBN 978-2-85620-423-8) (fr)
- Isabell Samson & Rémy Samson, Le petit Larousse des bonsaïs, Larousse, 2014, (ISBN 978-2-03-587158-9) (fr)
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |