Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Brandenburg

Eus Wikipedia

Brandenburg

Skol-veur Potsdam]]
Lec'hiadur
Skoed ha banniel
Skoed Brandenburg
Skoed Brandenburg

Banniel Brandenburg
Banniel Brandenburg
Douaroniezh
Gorread 29 478,61 km²
Poblañs 2 525 404 (10/2008)
Stankted 85,67 annezad/km²
Pdk 54,9 MM€
Pdk dre annezad 21 700 €
Politikerezh
Ministr-prezidant Dietmar Woidke
Landtag SPD : 30
Die Linke : 25
CDU : 19
FDP : 7
Grüne : 6 – : 1

Lec'hienn ofisiel www.brandenburg.de

Brandenburg (alamaneg Brandenburg, sorabeg Braniborska) a zo unan eus al Länder a ya d'ober Alamagn hiziv. Gronnet penn-da-benn eo Berlin gantañ. Dont a ra e anv eus hini kêr Brandenburg an der Havel, e-lec'h m'edo ar galloud politikel da vare sevel Marz Brandenburg. 86 annezad/km² eo stankter al land, da lavaret eo ez eo al Land an nebeutañ poblet goude Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Er Brandenburg e kaver ivez rannvroioù paourañ Alamagn : e lec'hioù zo ez eo izeloc'h keidenn ar c'horvoder evit er Republik Tchek. A-drugarez d'an hêrezh prusian ez eo memestra unan eus al länder pinvidikañ a-fet sevenadur.

Land Brandenburg a voe krouet evit ar wech kentañ e 1947 pa voe divodet Stad dieub Prusia. C'hwec'h vloaz e padas. Evel holl länder all DDR e voe divodet e 1952, ha tri distrig (Bezirke) a voe savet en e blas : distrig Cottbus, distrig Frankfurt (Oder) ha distrig Potsdam. Pa voe adunvanet Alamagn e voe adsavet land Brandenburg e 1990, diwar tiriad proviñs Brandenburg da vare Prusia, da lavaret eo ar pezh a oa Marzoù Brandenburg (Mark Brandenburg) e kornôg an stêr Oder. Tiriad Marzoù Brandenburg (Neumark) a oa er reter d'ar stêr Oder a zo ul lodenn eus Polonia abaoe 1945. Ar Marzoù kozh (Altmark), hag a oa bet ul lodenn eus Marzoù Brandenburg hag eus Saks da vare Prusia a zo hiziv an deiz ul lodenn eus Saks-Anhalt.

Land brasañ DDR e oa ar Brandenburg (gorread e-tro 30 000 km²). Er reter ez eo stok ouzh harzoù Polonia : ar stêrioù Oder ha Neisse eo a ya d'ober an harz etre an div vro. En norzh emañ Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg, Saks-Anhalt er c'hornôg ha Saks er su. Berlin (kêr-stad) a zo e-kreiz al land. Potsdam, Landtag, Cottbus, Brandenburg an der Havel ha Frankfurt eo ar c'hêrioù brasañ (a-fet poblañs). Bras eo ivez Eberswalde, Neuruppin, Schwedt hag Eisenhüttenstadt.

Spreewald

Stank eo ar c'hoadeier hag ar gwazhioù er Brandenburg : Spreewald (er gevred) ha Havel en norzh. Sed perak e teu touristed d'ober troioù-bale pe da bleustriñ war ar sportoù merdeiñ. Ouzhpenn 3 000 lenn naturel ha 30 000 km dourredennoù a zo : al land alaman ennañ ar muiañ a boulloù-dour eo. Rannvroioù all eus ar Brandenburg a zo brudet : en Havelland (er c'hornôg) e vez gounezet frouezh, er Schorfheide (norzh-kreiz) ez eo brudet ar chase hag ivez Luzasia (er gevred), Fläming, Märkische Schweiz (rannvro goadek er reter) hag ivez ribloù ar stêr Oder hag ivez Prignitz er gwalarn.

N'eus stêr vras ebet a douchfe ar Brandeburg : an Neisse hag an Oder a ya d'ober an harzoù gant Polobia er reter. Er c'hornôg ez eo ar stêr Elbe a zisparti ar Brandeburg diouzh daou land all : Saks-Anhalt ha Saks-Izel. Ar stêrioù Havel ha Spree eo an div stêr a-bouez er Brandenburg. Schwielochsee (13,3 km²), Scharmützelsee (12,0 km²), Unteruckersee (10,4 km²) ha Parsteiner See (10,0 km²) eo lennoù brasañ ar Brandeburg.

Meurvorel gwastet gant ul levezon kevandirel bras eo hin Brandenburg, ha splann eo an diforc'hioù etre ar c'houlzioù-amzer. 8,7 °C eo keidenn an temperadur : Genver eo ar miz yenañ (keidenn -1,1 °C) ha Gouere an hini tommañ(keidenn 18,4 °C). 600 mm eo ar geidenn glaveier dre vloaz, da lavaret eo ez eo Brandenburg unan eus länder sec'hañ Alamagn. Unan eus rannvroioù sec'hañ Alamagn eo an Oderbruch : nebeutoc'h evit 500 mm glaveier ar bloaz. Lod brasañ ar glaveier a vez e-pad an hañv, ha peurliesañ e vez sec'h ar goañv hag an nevez-amzer. E-pad an hañv e vez riskloù tanioù-gwall, peogwir ez eus mareoù sec'h hir etre ar glaveier.

1600 eurvezh eo keidenn heoliadur Brandenburg.


Diagramm hin Potsdam
Miz Genver C'hwevrer Meurzh Ebrel Mae Even Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu Bloavezh
Keidenn an temperadurioù (°C) -1,1 -0,3 3,3 8,3 13,4 16,8 18,4 17,7 14,2 8,9 4,2 0,7 8,7
Keidenn ar glaveier (milimetroù) 44 39 32 42 47 66 71 71 45 47 46 40 590

Bleuniadur ha loened

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz koadeier pin a zo, al lod brasañ anezho a zo kresket e lec'hioù bet implijet gant ar Arme Ruz hag arme DDR. Traezhek eo lod brasañ douaroù ar Brandenburg.

Hans-Otto-Theater Potsdam, tost ouzh ar stêr Havel

Ouzhpenn ar pezh a c'haller kavout er c'hêrioù bras e vez aozet darvoudoù sevenadurel el land a-bezh. Ar festival sonerezh klasel hag opera e kastell Rheinsberg, ar festival Musiksommer e manati Chorin, hag ar festivalioù c'hoariva ha sonerezh a-vremañ aozet e kastell Neuhardenberg, a zo darvoudoù a-bouez.

C'hoarivaoù pennañ Brandenburg :

Deskadurezh uhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levraoueg Technische Universität Cottbus

Skolioù-meur Brandenburg :

  • Universität Potsdam
  • Universität Europa Viadrina e Frankfurt
  • Brandenburgische Technische Universität Cottbus

Fachhochschule Brandenburg :

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Landtag Brandenburg
Matthias Platzeck

E Potsdam emañ sez Landtag Brandenburg. Abaoe 2002 ez eo Matthias Platzeck (SPD) ministr-prezidant. Ur gouarnamant diazezet war ar genunaniezh SPD ha CDU, bet aozet en Alamagn a-bezh d'an 22 a viz Du 2005, eo.

Gouarnamant Matthias Platzeck :

  • Ministr an diabarzh: Jörg Schönbohm, CDU
  • Ministrez ar justis: Beate Blechinger, CDU
  • Ministr an argant: Rainer Speer, SPD
  • Ministr an armerzh: Ulrich Junghanns, CDU
  • Ministr al labour, ar c'hengred, ar yec'hed hag ar familh : Dagmar Ziegler, SPD
  • Ministr al labour-douar, an endro hag ar beveziñ: Dietmar Woidke, SPD
  • Ministr an deskadurezh, ar yaouankiz hag ar sportoù: Holger Rupprecht, SPD
  • Ministrez ar skiantoù, an enklaskoù hag ar sevenadur: Johanna Wanka, CDU
  • Ministr aozañ an tiriad: Reinhold Dellmann, SPD

Arondisamantoù ha kêrioù-arondisamantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arondisamantoù Brandeburg, e-kreiz emañ Land Berlin

Abaoe 1993 ez eo rannet Land Brandenburg e 14 arondisamant ha 4 c'hêr-arondisamant. N'eus arondisamant ebet anvet diwar anv e benngêr, ar pezh a zo dibar keñveriet gant al Länder all.

419 kumun a zo er Brandenburg, en o zouez 108 kêr ha 4 c'hêr-arondisamant (alamaneg : kreisfreie Städte).

Niv. Blason Arondisamant Plakenn-varilh Penngêr Annezidi Gorread
1. Barnim BAR Eberswalde 177.678 1.494,33 km²
2. Dahme-Spreewald LDS Lübben (Spreewald) 161.509 2.261,09 km²
3. Elbe-Elster EE Herzberg (Elster) 115.852 1.889,34 km²
4. Havelland HVL Rathenow 155.291 1.717,15 km²
5. Märkisch-Oderland MOL Seelow 191.326 2.127,99 km²
6. Oberhavel OHV Oranienburg 202.348 1.795,77 km²
7. Oberspreewald-Lausitz OSL Senftenberg 125.541 1.216,65 km²
8. Oder-Spree LOS Beeskow 186.841 2.242,71 km²
9. Ostprignitz-Ruppin OPR Neuruppin 104.948 2.509,22 km²
10. Potsdam-Mittelmark PM Belzig 204.459 2.575,05 km²
11. Prignitz PR Perleberg 84.502 2.123,31 km²
12. Spree-Neiße SPN Forst (Lausitz) 130.974 1.647,89 km²
13. Teltow-Fläming TF Luckenwalde 162.315 2.092,08 km²
14. Uckermark UM Prenzlau 133.189 3.058,08 km²
Kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte) Brandenburg :
1. Brandenburg an der Havel BRB 72.583 228,77 km²
2. Cottbus CB 101.821 150,3 km²
3. Frankfurt FF 61.497 147,61 km²
4. Potsdam P 152.730 187,37 km²

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Länder Alamagn Banniel Alamagn
Baden-Württemberg |  Bavaria |  Berlin |  Brandenburg |  Bremen |  Hamburg |  Hessen |  Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg |  Nordrhein-Westfalen |  Rheinland-Pfalz |  Saarland |  Saks |  Saks-Anhalt |  Saks-Izel |  Schleswig‑Holstein |  Thüringen


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.