Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Breizh-Izel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Breizh-Izel
Breizh-Izel
Anv(ioù) all Goueled-Breizh
Anv gallek Basse Bretagne
Geografiezh
Bro Breizh
Departamant  Penn-ar-Bed,
Mor-Bihan,
Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor,
Liger-Atlantel Liger-Atlantel[1]
Kêrioù pennañ Brest, An Oriant, Gwened, Kemper, Montroulez, Lannuon
Daveennoù
lec'hiañ
48°14′38″N 3°24′40″W
Gorread ≈14 080 km²
Lein uhelañ (Roc'h Ruz) 385 m
Poblañs
Annezidi Breizhizelad(ez)
Poblañs ? ann. (?)
Stankter ? ann./km²
Yezhoù Brezhoneg, galleg
Relijion Katoligiezh
Istor
Divroadeg ar Vretoned e Breizh Eus an IIIe betek ar Vvet kantved

Breizh-Izel (anvet Goueled-Breizh pe Izelvreizh a-wezhioù) eo an anv roet da guzh-heol Breizh, al lodenn e-lec'h ma vez komzet brezhoneg ar muiañ. Enebet e vez ouzh Breizh-Uhel.

Aroueziet eo Breizh-Izel e banniel Breizh gant ar peder bandenn wenn.

A-gleiz emañ an Norzh war ar gartenn-mañ (1470).

Kartennouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En tu kleiz d'ar c'hartennoù e veze lakaet an Norzh gwechall, neuze ar Reter el laez ("uhel") hag ar Gornaoueg en traoñ ("izel").

Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez eo ar vro ma vez komzet brezhoneg, e-skoaz Breizh-Uhel, a zo ur vro e-lec'h ma vez komzet galleg pe ar gallaoueg, eur parlant a zo heñvel-tre deusoutañ. Da neuze e c'haller teurel evezh

  • ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann gwechall.
  • heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù,
  • n'emañ ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.

Ouzhpenn-se

  • ne rae Breizh-Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ pezegur eh ae ar gallaoueg war-raok parrez-ha-parrez.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Komzet e veze brezhoneg e Bro-Gwerrann betek an XXvet kantved