Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Brezel Cristera

Eus Wikipedia
Emsavidi krouget gant soudarded ar gouarnamant.
Pennrenerien an emsavadeg

Ar Brezel Cristera anavezet e spagnoleg evel La Guerra Cristera, pe Guerra de los Cristeros pe Cristiada zo ur brezel-diabarzh e Mec'hiko hag a badas eus 1926 betek 1929 etre gouarnamant Plutarco Elías Calles ha bezinoù katolik, leaned, beleien pe tud diveleg, kouerien peurliesañ, hag a stourme ouzh al lezenn a oa bet savet gant ur galloud, enepkatolik da-vat, da vevennañ galloud an Iliz katolik. Dont a ra an anv eus anv an emsavidi a youc'he « Viva Cristo Rey ! ».

Hervez Bonreizh Mec'hiko 1917 e oa difennet ouzh an ilizoù kemer perzh er politikerezh, perc'hennañ madoù ha lidañ ar relijion e-maez an azeuldioù. Da gentañ ne oa nemet enebiezh lec'hel, met kreskiñ a reas an afer goude galv ar c'hevre katolik d'ar 1añ a viz Genver 1927.

E nevezamzer 1929 e oa 50 000 den oc'h en em gannañ : 25 000 dindan ar jeneral Gorostieta, 25 000 e bandennoù skignet amañ hag ahont.

Lavaret ez eus bet e oa bet lazhet 250 000 den en holl, pe e tu an arme pe e tu an emsavidi pe e-touez ar bobl.

  • Elena Garro : Recuerdos del porvenir, (novela)
  • Jesús Goytortúa Santos : Pensativa, (novela)
  • Graham Greene : El poder y la gloria, (novela)
  • José Revueltas : El luto humano, (novela)
  • Juan Rulfo : El llano en llamas, (colección de cuentos)
  • Álvaro Pombo : Una ventana al norte, (novela)
  • Agustín Yáñez : Al filo del agua, (novela)