Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Brezel etre Ukraina ha Rusia

Eus Wikipedia
Brezel etre Ukraina ha Rusia
brezel
Rann eusbec'hioù goude soviedel, brezel yen nevez Kemmañ
Arvezdarempredoù Rusia-Ukraina Kemmañ
StadUkraina, Rusia, Belarus, Republik Pobl Donetsk, Republik Pobl Louhansk Kemmañ
Lec'hMor Azov, Oblast Rostov, Ukraina, Krimea Kemmañ
Raklec'hiet gantkendestenn istorel ar reuz a-du Rusia en Ukraina e 2014, Euromaidan Kemmañ
Deiziad21. century Kemmañ
Deiziad kregiñ20 C'hwe 2014 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezstagadur Krimea ouzh Rusia e 2014, emglevioù Minsk, aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022 Kemmañ
Prantadistor Ukraina abaoe 1991, Rusia dindan renerezh Vladimir Poutin Kemmañ
Abeg pennañdispac’h an Dinentez, trevadennerezh rusian, astennerezh an AFNA war-zu ar reter, Freuzadenn an Unaniezh Soviedel Kemmañ
Efedinternational sanctions during the Russo-Ukrainian War, brezel iliz etre Rusia hag Ukraina, 2022 annexation referendums in Russian-occupied Ukraine, list of foreign aid to Ukraine during the Russo-Ukrainian War Kemmañ
HashtagUkraineWar Kemmañ
Roll elfennoùListenn ar gazetennerien bet lazhet e-kerzh ar Brezel etre Ukraina ha Rusia Kemmañ

Brezel etre Ukraina ha Rusia zo abaoe miz C'hwevrer 2014. Ouzhpenn nerzhioù lu Rusia e vez lod disrannerien a-du ganto o kemer perzh er stourm. Kroget e oa ar bec'h gant Rusia dres goude Reveulzi Maidan. Tabut zo diwar-benn statud rannvroioù Krimea ha Donbas, e su ha mervent Ukraina. Ar re-se zo anavezet evel lodennoù eus Ukraina gant ar braz eus stadoù ar bed ha gant an aozadurioù etrebroadel. Aloubet e oa bet Krimea gant Rusia, ha goude-se e oa kroget ar brezel e Donbas etre disrannerien, harpet gant Kevredad Rusia, ha nerzhioù lu Ukraina. A bep seurt doareoù stourm zo bet, evel emgannoù war vor, siberbrezel... Ar brezel zo bet o vont war washaat e 2021, ar Rusianed a oa krog da armañ an harzoù tro-dro Ukraina. D'ar 24 a viz C'hwevrer 2022, ar brezel a oa bet gwashaet c'hoazh pa oa bet aloubet ul lodenn eus Ukraina gant nerzhioù lu Rusia.

Enepargadennoù ukrainat a zo bet e su ha biz ar vro o adtapout douaroù abaoe miz Eost. E fin miz Gwengolo Rusia a embanne e oa staget ouzh ar c'hevread an tiriadoù damm-aloubet e su ha reter Ukraina. Ne oa ket bet degemeret mat gant darn broioù ar bed. Ar brezel zo mammenn ar gwasañ grizenn a-fed divroidi abaoe fin an Eil Brezel-bed. Ouzhpenn-se ar c'holloù trevour a zo uhel betek dek milieroù a dud lazhet.

Kenarroud goude URSS ha Reveulzi orañjez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech roet lamm d'an URSS e 1991, Ukraina ha Rusia a oa chomet tost ha liammet don.

Brezel en Donbas 2014–2015

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
5 a viz Mae 2015, dibunadeg unvezioù stourm Republik Donetsk.

Ar c'hentañ emsavadegoù a oa bet dre su ha reter Ukraina a-enep ar gouarnamant nevez. D'ar mare-se, Rusia ne rae ket kalz traoù nemet harpañ ar vanifesterien dre gomz. Gant an amzer o tremen e oa bet implijet an digarez-se evit kas un argadenn bolitikel ha milourel war Ukraina. Vladimir Poutin en doa harpet an disrannourien en ur ober eus an Donbas ul lodenn eus "Rusia Nevez" (Novorossiya), hag ouzhpenn-se en devoa embannet douetañs war penaos e oa en em gavet ar rannvro en Ukraina.

Adalek 2021, Rusia he devoa kendalc'het da ouzhpennañ unvezioù-stourm tro-dro da Ukraina, betek tizhout 30 000–40 000 soudard.

Aloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 2022, goude mizioù tenn etre Rusia, Ukraina ha broioù ar c'hornôg e voe lañset, un oberenn vilourel ispisial hervez gerioù pennoù bras Rusia evit cheñch gouarnamant Ukraina, aloubiñ tiriadoù zo eus ar vro ha stagañ anezho ouzh Kevredad Rusia ha brasaat tachenn Republikoù Pobl Donetsk ha Louhansk. E miz Gwengolo e chome Rusia oc'h ober brezel c'hoazh goude m'he doa c'hwitet e rannvro Kyiv hag e oa arme Ukraina oc'h enep-argadiñ kostez C'harkiv ha C'herson.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]