Brezhoneg Treger
Perzhioù dibar zo da vrezhoneg Treger (pe tregerieg), en distagadur, er yezhadur, er c'heriaoueg, goude ma kaver disheñvelderioù etre an daou benn eus ar vro.
Distagadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vogalennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distaget e vez
- [o] al liester skrivet "où" (nemet un ou a vefe dija er ger : poulloù...)
- [ə] e-lec'h [e] pa ne vez ket taolmouezhiet :
- e-barzh "ket" (a vez taolmouezhiet e leoneg) : 'oaran ket [wa'rãk:ət]
- en anv-gwan-verb : lonket ['lɔ̃ŋkət]
- en dibenn-verb skrivet it, evel e-barzh sellit : ['sɛl:ət]
- el liester en [ed] : merc'hed ['mɛrɤət]
Vogalennoù friet:
- [ã]
- en anv-verb hag en derez-uhelañ (distaget /a/ e brezhoneg Leon) ;
- en amzer-vremañ ar verboù : pa ran /pa'rã/ (heñvel e vez distaget kanañ ha kanan)
- [ĩ], [ỹ], evel e liñsel, pluñv;
Kensonennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distaget e vez
- /h/
- e deroù ar gerioù evel hanter, hent, hir nemet pa vez ar ger-mell dirak;
- er raganvioù-diskouez (hemañ, hennezh, hag ar re all), gant se e klever ha hemañ ha neket hag hemañ;
- e deroù gerioù all : ad-, anv,
- /z/ e-lec'h /s/ e deroù ar gerioù : Se zo sur a glever /zezo'zy:r/
- implijet e vez ec'h e-lec'h ez dirak ar verboù bezañ ha mont: ec'h on, ec'h an...)
- /w/
- ar "v" e-barzh gerioù evel : avel, 'vit, pevar, nevez, devezh; war, '
- hag ar "w" diwar gemmadur: da wreg,
- [r] ne vez ket distaget evel e galleg, ha n’eo ket unvan an distagadur anezhañ :
- ruilhet (teod ouzh diaraog ar staoñ) e kornioù zo (hogen dousoc'h eget e Leon) (klevet fraezh pa glever mouezh Maria Prat,
- pe distaget gant beg an teod ouzh kreiz ar staon (an distagadur a vez kavet "amerikan" gant lod).
- /j/ eo distagadur al lizherenn lh er gerioù evel drailhañ, sailhat, dilhad, ruilhal, ...
Kensonennoù aet da get
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- b, e-barzh ober alies, distaget /'ɔ:r/, evel e Kerne-Izel,
- d, e-barzh -adenn alies, distaget /'a:n/,
- g, e-barzh digor alies, distaget /'di:ɔr/, digarez distaget /'dja:re/,
- r etre div vogalenn e gerioù evel c'hoari, Mari, arri (erru) /aj/; dibriñ
- z (diwar un d kozh)
- etre div vogalenn (bezañ, anezhañ)
- pe e fin ur ger, evel e kerneveg, e gerioù evel: nevez, bemdez, karantez,...
- e liester an anvioù-kadarn tiez, aelez, aotrounez;
- a-wechoù e vez distaget [x] e gerioù evel bazhad, lazhañ, razhed.
Kemmadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ne vez ket graet kemmadur dre vlotaat /d/ e /z/ (da vihanañ a-reter d'ar stêr Leger): daou den, da dorn, da dont
- Den a dro da an nen pa dalv kement hag on e galleg: skuizhañ buanoc'h a ra an nen ...
Gwir eo ivez n'eo ket "peurunvan" ar rannyezh, ha traouigoù disheñvel a c'haller kavout e pevar c'horn ar vro:
- pop e-lec'h pep
- para pe p'ra evit petra
- petore (peto'e), e-lec'h peseurt (pe seurt).
Yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù yezhadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- en e-lec'h e: mont en kêr, kanañ en brezhoneg;
- hon, e-lec'h hor pe hol;
- kenkent, e-lec'h kerkent, kenkoulz e-lec'h kerkoulz;
- lakaet e vez kentoc'h n eget d war-lerc'h ne pe na dirak ur vogalenn. Skrivet e vez neuze an n-se ouzh dibenn an nac'henn ha neket ouzh penn ar verb;
- Nen/nan eus ket en Breizh, nen eus ket unan,
- Nen/nan eus ket ur sant evel Sant Erwan!... (Kervella (1947:§232.II)
- lavaret e vo ken bras evel hemañ, e-lec'h ken bras ha hemañ.
- e-lec'h peseurt e vez implijet ivez
- petore den
- petra den
- e-lec'h petra e vez klevet ivez peseurt[1] .
Verboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E liester an amzer-da-zont
- ne reer nemet gant ar stummoù -fomp, -fet, -font
Verboù direizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bezañ:
- Ne vez ket distaget it en eil gour lies, met et.
- Kaout:
- graet e vez gant ar stummoù hir en trede gour: en devo, he devoa
- Gouzout:
- 'oaran ket, n'ouve'an ket, n'onn ket a c'hall bezañ implijet gant ar memes tud;
- gouvezet eo an anv-gwan-verb.
Verboù reizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Karout, zo karet, ha graet e vez gant ar stummoù kerez (karez), keret (karit), kerfet (karfet), kere (kare);
- Lampat, evit lammat, evel en droienn lampat ha sailhat.
- Lavarout, zo laret, ha graet e vez gant ar stummoù lerez (larez/lavarez), leret (lavarit), lere (lavare)
Araogennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Da, distaget/də/ peurvuiañ.
- E-lec'h deomp ha ganeomp e reer gant demp/dimp, ganemp/ganimp.
- Mesket e vez ouzhin ha diou(zh)in, klevet e vez [di'wi].
- Komz diou(zh)imp, e-lec'h komz ac'hanomp e yezh Leon.
- E-maez an ti, e-lec'h er-maez eus an ti.
Gerioù ha troiennoù dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù ha troiennoù zo ha ne gaver ket nemeur e-maez Treger, pe tamm ebet. Darn zo stag ouzh ur c'hornad, evel todion, skribiton, ... evel a c'hoarvez er rannyezhoù all. Geriennoù deuet eus an tunodo, luc'haj ar Roc'h-Derrien, zo en em strewet e brezhoneg ar c'hantonioù tro-dro. Perzhioù heñvel ouzh brezhoneg Leon a gaver a-wechoù e Treger-Izel.
- aezet : aes
- arre : adarre
- awidell : kontadenn (fentus alies)
- beure : mintin, e Leon
- boutañ: e-lec'h bountañ
- chaous : lipig, hag estlammadell
- c'hoari (al) las : dirollañ, riboulat
- c'hoari e droad porc'hell : fouzhañ
- c'hwistim : c'hwi 'istim, c'hwi 'soñj deoc'h
- (mont) d'an druilh-drast : d'ar pevarlamm
- difindaoniñ: freuzañ
- dresañ : renkañ, kempenn un dra bennak torret
- en em stipañ : en em fichañ
- en em c'houlenn : klask gouzout
- evit [wit], araogenn amzeriañ
- evit an deizioù ([win'dɛ:ju]) : en deizioù-mañ
- evit ar beure : er mintin-mañ
- evit ar bloaz : er bloaz-mañ
- evit ar sizhun : er sizhun-mañ
- flec'hañ : c'hweseta
- fontañ arc'hant : dispign n'eus forzh pegement
- gargal : kelenn
- gars, garz: genaoueg
- groñj : elgezh
- gouermagn : kintus
- gouerous, gwerouz; gouerouzat : klemmicher; klemmichat
- gwabrigol : luc'hed
- kabared* : kanastell
- klask fret : klask unan bennak (pe 1 evit en em gannañ, pe 2 evit merc'heta pe paotreta)
- lankon : lampon
- loukez : genaoueg
- mat pell zo, netra ken, echu
- meür : ouesk, e kornad Gwerliskin ha Plouigno
- mont e galouach : mont e belbi
- nay : sot
- ober gwad fall : kaout nec'hamant
- ober pecheroù da ub : ober flouradennoù da ub
- paotrez : plac'h (e kornad Montroulez, dianav er peurrest eus ar vro)
- redek an douilhez : klask paotreta pe merc'heta
- sof-kont : e-leizh
- stipet : gwisket brav
- tiekoù : ardoù;
- tresenn : garzh
Skrivagnerien hag o deus graet gant tregerieg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivagnerien 'zo o deus graet gant tregerieg e mod pe vod en o skridoù. En o zouez emañ:
Levrioù diwar-benn an tregerieg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwerziou Breiz Izel, Soniou Breiz Izel, Kontadennoù ar Bobl, gant Fañch an Uhel.
- Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, Louis Le Clerc.
- Trésor du breton parlé, gant Jules Gros
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jules Gros, Le Trésor du breton parlé (Éléments de stylistique trégorroise), peder levrenn (1966-1989) hag ur geriadur galleg-brezhoneg (Emgleo Breiz, 1993). Anat eo eo bet reizhet, d'ur c'houlz bennak gant unan bennak, betek skarzhañ stummoù tregeriek rik evel -fomp, -fet, -font.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Reter da Wengamp kentoc'h [1].
- ↑ Kartenn ALBB