Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Brie (rannvro)

Eus Wikipedia
Brie (kartenn eus 1659)

Brie zo ur rannvro vihan eus Bro-C'hall, brudet abalamour d'ar c'heuz anvet heñvel.

En em astenn a ra etre ar stêrioù Saena ha Marne, war ur gorread 5 000 km². N'eo ket gwall uhel : etre 100 ha 150 metr er gornaoueg hag etre 150 ha 200 metr er reter. Douret eo gant ar Grand Morin hag ar Petit Morin a zo adstêrioù d'ar Marne.

Gwechall e oa rannet e teir lodenn : er gornaoueg, ar Brie française, a zo bremañ e departamant Seine-et-Marne ; er reter, ar Brie champenoise, a zo bremañ ul lodenn eus departamant Marne ; hag en hanternoz, ar Brie pouilleuse, a zo e kreisteiz departamant Aisne.

Briards a reer eus an annezidi.

Kêrioù pennañ :