Brignen
Neuz
Ar brignen, pe brignon, zo ur boued diwar greun edoù, gwinizh-du, kerc'h, heiz, damvalet. Anv a gaver er c'hanaouennoù kozh eus yod graet diwar ar brignen.
Hervez un notenn e Soniou Breiz Izel, gant Fañch an Uhel e oa bleud kerc'h glec'hiet d'ober soubenn dreut ma veze lakaet legumaj, evel er soubenn druz, ha laezh dous alies (eil levrenn, pajenn 70).
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer ar ger e Katolikon Jehan Lagadeuc. Dont a rafe ar ger eus brenn.
Soubenn ar brignen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meneget eo yod brignen ha kaot brignen e Geriadur Gregor.
- Meneget eo Soubenn ar brignen en Nouvelles Conversations en breton et en français[1], e 1857.
- Meneget eo ivez e Soniou Breiz Izel, en ur ganaouenn :
- Bremañ me 'renk dibriñ soubenn
- Hep na brignon nag amanenn
- Hep na brignon nag amanenn
- Ur bannac'h dour, un tamm holen
- Gwechall e ti ma zad
- Soubenn ar brignon 'oa ket mat
- Met bremañ pa'z on dimezet
- Soubenn ar brignon am eus bepred.
- Meneg zo anezhi er romant Emgann Kergidu.
Anv-tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brignen ha Le Brignonen(n) zo anvioù-tiegezh.
Broioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Rusia e oa anavezet evel kacha, graet gant gwinizh-du, ha meuz ordinal ar gouerien e oa.