Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Burebista

Eus Wikipedia
Delwenn Burebista e Călărași.

Burebista (Βυρεβίστας en henc'hresianeg) a oa roue Dakia etre 82 ha 44 kent JK. Unaniñ a reas ar meuriadoù a oa eno ha ren a reas warno. Aloubiñ a reas douaroù ar pobloù amezek e gevred Europa. Muntret e voe ha rannet e voe e zomani e meur a damm.

Unaniñ a reas ar C’heted hag an Daked a oa o chom en douaroù etre ar stêr Hercinica (Morava bremañ) er gornaoueg hag ar Bug er reter, hag etre ar C’harpatoù en hanternoz ha Dionysopolis er c’hreisteiz. Diazezañ a reas e gêr-benn (anvet Argedava pe Sargedava) e-kichen Mihăilești, a zo bremañ e mervent Roumania, e menezioù Orăştie. Eno e weler c’hoazh aspadennoù eus kreñvlec’hioù Burebista. Aloubet e voe douaroù nevez gantañ. E 60-59 kent JK e voe trec’h war ar pobloù kelt Boii ha Taurisci a oa o vevañ er gornaoueg hag er gwalarn, er pezh a zo bremañ Hungaria ha Slovakia. Goude 55 kent JK hag a-raok 48 kent JK e aloubas arvor ar Mor Du, gant kêrioù gresian Olbia hag Apollonia.

Ken bras e oa e zomani ha ken brudet e c’halloud ma klaskas Pompeius ober emglev gantañ evit e vrezel ouzh Jul Kaezar. Goude e drec’h a-enep Pompeius, e voe darbet da Gaezar kas e armeoù a-enep Burebista, met muntret e voe a-raok, d’ar 15 a viz Meurzh 44 kent JK. Er bloavezh-se ivez e voe muntret Burebista gant uhelidi eus Dakia o doa aon da goll o galloud. Goude ar muntr-se ez eas rouantelezh Burebista d’an traoñ ha rannet e voe e meur a damm.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.