Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Burgondia

Eus Wikipedia


Eil Rouantelezh Burgondia

443 – 534 Flag
Location of Burgondia
Location of Burgondia
Kêr-benn Lyon
Yezh(où) Latin ha Burgondeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh ar Rouantelezh 443
 - Aloubet gant Rouantelezh ar Franked 534

Burgondia eo an anv a reer eus ar rouantelezh savet gant pobl ar Vurgonded, goude ma oa bet distrujet o rouantelezh kentañ adalek ar bloavezh 443, en-dro d’o c’hêr-benn Geneva, e-kreiz ur vro a en em lede war un darn eus Suis, hanternoz Italia hag un darn eus reter Bro-C'hall a hiziv.

Krouidigezh ar rouantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma oa bet distrujet o rouantelezh kentañ e voe roet ar renk a foederati dezho adarre gant Aetius, ha gantañ e voent staliet e Sapaudia. N'eo ket gwall sklaer pelec'h emañ ar vro-se met gallout a rafe bezañ Savoia hiziv, ha war-dro Lugdunum edo o chom ar Vurgonded moarvat. Gundioc, mab Gundahar moarvat, an hini a oa o roue dezho.

Dre ma oant kevreet gant Roma e stourmas ar Vurgonded asambles gant Aetius hag ar Wizigoted en Emgann Chalons, ouzh Attila eta, e 451. Kreñv e oa ar c'hevread etre ar Vurgonded hag ar Wizigoted war a seblant, rak Gundioc hag e vreur Chilperic Iañ a yeas gant Theodoric II da stourm ouzh ar Swebed da Spagn e 455 (hervez Jordanes, Getica, 231).

Levezon war an Impalaeriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemeret perzh o defe ar Vurgonded e muntr an impalaer Petronius Maximus kent dizalbad Roma gant ar Vandaled hervez ur pennad disklaer en un destenn gant Sidonius Apollinaris. Tamallet e oa bet Ricimer ivez, hag an darvoud-se a verk al liamm kentañ etre Ricimer hag ar Vurgonded. Posupl eo e oa breur-kaer Gundioc hag eontr Gundobad.

E 456 e teuas a-benn ar Vurgonded da vrasaat o zachenn en ur varc'hataat gant uhelidi roman ar vro hag e 457 e kasas kuit Ricimer Avitus eus an tro da lakaat Majorianus en e lec'h. Diaes da gontroliñ e oa Majorianus, avat, ha muntret e voe gant Ricimer e 461.

Dek vloaz diwezhatoc'h e lazhas Ricimer - a oa mab-kaer Anthemius neuze - e dad-kaer asambles gant Gundobad. Dibennañ a reas Gundobad an impalaer ha lakaat Olybrius en e lec'h. Nebeut amzer goude se e varvas Ricimer hag Olybrius hag en erlerc'hiañ a reas Gundobad war a seblant.

Gwanaat a reas levezon ar Vurgonded war an impalaeriezh avat, ha diroueet e voe Glycerius, an impalaer anvet gant Gundobad, gant Julius Nepo. Distreiñ a reas Gundobad da vBurgondia ha rannet e voe ar vro etrezañ hag e vreudeur Godigisel, Chilperic II, ha Gundomar I.

Startadur ar rouantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Gregor Teurgn e oa un brezel diabarzh e Burgondia goude distro Gundobad. Muntrañ a reas hemañ e vreur Chilperic hag e wreg hag e verc'hed en-defe harluet. War-dro 500 tra m'edo Gundobad o vrezeliñ ouzh Hlodwig Iañ e vefe bet trubardet gant e vreur Godegisel a vefe bet kevreet gant ar Franked. Godegisel ha Hlodwig o-defe faezhet Gundobad kent sezizañ anezhañ en Avignon. Gouestl e vefe bet Gundobad da sevel un arme arall ha aloubiñ a reas Vienne m'edo Godegisel hag e zalc'hidi. Lazhet e vefe bet Godegisel ha da roue nemetañ ar Vurgonded ez eas Gundobad, ar pezh a dalvez e oa marv Gundomar dija, hag-eñv n'anavezer ket pegoulz ha penaoz e oa bet c'hoarvezet.

Gant Hlodwig e tifachas Gundobad war a seblant, estreget ma voe rediet da vont d'e waz, rak seblantout a ra ar Vurgonded bezañ skoazellet anezhañ en o stourrm a-enep Vizigoted Alarig II e 507.

E-pad ar brezel diabarzh 483-501 e krogas Gundobad da genaozañ ul lezennaoueg, al Liber Consitutionum sive Lex Gundobada. An darn gentañ a oa levezonnet gant hini ar Vizigoted, met an hini eil, skrivet goude ma oa bet aet d'ar roue nemetañ a zo orineloc'h.

Fin ar rouantelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevreet gant ar Franked e oa ar Vurgonded da gentañ ha gant ur briñsez vurgondat Klotild e oa bet euredet Hlodwig Iañ. Goude marv Hlodwig e vroudas Klotild, merc'h Chilperic II, e vibien da argasiñ rouantelezh ar Vurgonded, a oa renet gant diskennidi muntrer e dad. Faezhet e voe roue Burgondia Sigismund Burgondia en Emgann Vezeroñs e 524. Gant Klotar Iañ e voe douget da Orleañs ha lakaet d'ar marv eno diwezhatoc'h. Lazhet e oa bet C'hlodomer penn al lu frank ha dont a reas da benn erlerc'hier Sigismund, Gundomar, da adaloubiñ e rouantelezh gant skoazell nerzhioù kaset gant Theodorik Meur.

Ar brezel a gendalc'has betek 534 pa voe faezhet ha lazhet Gundomar gant ar Franked ha disrannet e voe rouantelezh ar Vurgonded etre an teir rouantelezh frank.