Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Cebu

Eus Wikipedia
Pelec’h emañ Cebu e Filipinez

Cebu (Sugbo e cebuano, Cebú e spagnoleg) zo un enezenn hag ur broviñs eus Filipinez, en enezeg Visayas, etre Negros ha Leyte.

Un enezenn hir eo Cebu, p’en em astenn war-hed 200 kilometr eus an norzh d’ar su ha war-hed un daou-ugent kilometr bennak eus ar c’hornôg d’ar reter, d’ar muiañ. En he c’hreiz ez eus menezioù a dizh 1 108 metr e menez Cabalasan. Trovanel eo an hinad. En-dro dezhi ez eus e-leizh a enezennoùigoù, evel Mactan, Bantayan, Daanbantayan... Kêr Cebu eo ar gêr-benn, hag unan eus porzhioù bras Filipinez eo, gant tost da 700 000 a annezidi.

Emañ Cebu etre inizi Negros er c’hornôg ha Leyte er reter. Un aerborzh etrebroadel zo en enezenn, e-kichen kêr Cebu.

Ergerzhet e voe ar vro gant ar Portugalad Fernão de Magalhães e 1521. War enezenn Mactan, e-kichen Cebu, e voe lazhet Magalhães d’ar 27 a viz Ebrel er bloavezh-se.

En enez Cebu e komzer unan eus yezhoù pouezusañ Filipinez, ar sinugboanon (cebuano). Komzet e vez ar yezh-se ivez bremañ e lodennoù zo eus Mindanao, e reter enez Negros, e kornôg hag e su enez Leyte, e Bohol hag e Samar.

Katoliged eo an darn vrasañ eus annezidi Cebu, met bez’ ez eus ivez muzulmiz, deuet eus Mindanao.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.