CoBrA
CoBrA a oa ul luskad arzel european etre 1949 ha 1952. Ijinet e voe anv al luskad e 1948 gant Christian Dotremont diwar lizherennoù kentañ kêrioù orin izili al luskad : Kopenhagen (Co), Brusel (Br), Amsterdam (A). Ur mirdi (Cobra Museum) a zo en Amstelveen en Izelvroioù, ma c'haller gwelout oberennoù gant Karel Appel e-touez re all.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]CoBrA a voe savet gant Karel Appel, Constant, Corneille, Christian Dotremont, Asger Jorn ha Joseph Noiret d'an 8 a viz Du 1948 e Café Notre-Dame e Pariz[1], pa sinjont ar manifesto 'La Cause Était Entendue’ bet savet gant Dotremont. Diazezet e oa pennaennoù al luskad war ar frankiz a-fet livioù ha stummoù. A-enep an dreistrealouriezh e oant ivez, ha levezonet e oant gant ar marksouriezh hag ar vodernelezh. Ennañ e oa tud bet ezel eus Reflex (Izelvroioù), Høst (Danmark) hag eus ar Strollad dreistrealour dispac'hour (Belgia). Ne badas ket pell ar strollad met dont a rejont a-benn da lakaat embann ar gelaouenn Cobra, da aozañ ur rummad oberennoù savet a-stroll anvet Peintures-Mot ha div ziskouezadeg vras : e miz Du 1949 er Stedelijk Museum en Amsterdam, hag e 1951 e Palez arzoù-kaer Liège.
E miz Du 1949 e voe kemmet anv ar strollad hag e teuas da vezañ 'Internationale des Artistes Expérimentaux' rak degemeret e oa bet izili nevez o tont eus Europa pe eus SUA. E 1951 e voe divodet ar strollad, met derc'hel a reas an izili daremrpedoù mat etrezo, Dotremont dreist-holl a gendalc'has da labourat gant meur a ezel all[2].
Perzhidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Perzhidi bennañ CoBra :
|
|
Arzourien liammet ouzh CoBra
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jerome Bech
- Vali Myers
- John Olsen (arzour)
- Shinkichi Tajiri
- Alasdair Taylor
- Robert Jacobsen
- Enrico Baj
- Kaare Lem
- Herbert Gentry
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]