Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Colin Maclaurin

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Colin Maclaurin

Colin Maclaurin (miz C'hwevrer 1698 - 14 a viz Even 1746) a oa ur matematikour skosat.

Ganet oa e Glendaruel, e broad Argyll, ' lec'h ma oa e dad maodiern parrez Kilmodan. Mont a reas da skol-veur Glasc'ho d'an oad a 11 vloaz. Ne oa ket rall mont d'ar skol veur da 11 vloaz d'ar mare-se, hogen tapout e ziplomoù ha difenn un dezenn a oa. Goude bezañ tapet e ziplom e chomas e Glasc'ho da studiañ an doueelezh 'pad ur prantad. Da naontek vloaz ez eas da gelenner war ar matematik e Marischal College, skol-veur Aberdeen.

E 1725 e voe anvet Maclaurin dileuriad da gelenner matematik Dinedin James Gregory (breur David Gregory ha niz an James Gregorydigomprenus) diwar alioù Isaac Newton. Ken bamet e oa Newton gant labour Maclaurin ma kinnigas goprañ anezhañ. A-benn ar fin ez erlec'hias Maclaurin Gregory.

Termoù kentañ heuliadoù Maclaurin evit kevreizhennoù trigonometrek 'zo a oa bet roet er XIVvet kantved gant Madhava a Sangamagrama. Diorroet hag embannet e voe an heuliad gant James Gregory, met Maclaurin n'her gouezas ket hag hen embannas e Methodus incrementorum directa et inversa. Dizalc'h ouzh labour Euler e embannas formulenn Euler-Maclaurin.

E 1733 e euredas gant Anne Stewart, merc'h Walter Stewart, alvokat meur Bro Skos. Stourm a reas taer a-enep an dispac'h Jakobit e 1745, kemer a reas perzh e difenn Dinedin, koulskoude e rankas tec'hout da York pa erruas an Highlanders. Da heul e tistroas da Zinedin pa valee an arme Jacobite war zu ar c'heisteiz. En desped da gement-se e oa bet tizhet e yec'hed, ar pezh a gasas anezhañ d'an anaon. Douaret eo e Greyfriars Kirkyard, e Dinedin.