Danaos
Danaos (Δαναός / Danaos e gregach) a oa mab da Velos hag Ac'hiroe, ha hanter-gofad Aigyptos. War e vojenn eo diazezet deroù mojenn Argos, ur gêr vikenat e Peloponnesos.
En Ilias Homeros e vez kaoz eus Danaed, tud Danaos, paotred Hellaz enebet ouzh re Troia.
Mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roue Lybia e oa Danaos. Pa varvas e dad digantañ e voe aloubet Egipt gant e vreur Aigyptos, a oa roue Arabia. Hanter-kant mab en doa Aigyptos, hanter-kant merc'h en doa Danaos, bet digant e wreg Pieria. Setu Aigyptos ha kinnig o dimeziñ. Met tec'hel a reas Danaos gant aon rak e nized.
Skoazellet e voe gant an doueez Athena da sevel ar c'hentañ lestr biskoazh, gant hanter-kant roeñv, unan evit pep merc'h. Gant al lestr ez eas betek Argos, kêr Io, e vamm-gozh hag he devoa ranket tec'hel gwechall da Egipt. Da drugarekaat an doueez Athena e savas ar merc'hed un templ dezhi en Argos.
Da neuze e oa ar roue Gelanor (an hini a c'hoarzh), anvet ivez Pelasgos e skridoù zo, a oa o ren en Argos. Gwarez a c'houlennas an Danaidezed digant ar roue kenkent ha degouezhet, ha roet e voe dezho, goude ur vouezhiadeg.
Gant Paosanias ez eus kaoz a gement-se[1].
Ouzhpenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En Ilias e vez graet « Danaiz » gant Homeros eus tud Hellaz alies.
- Brudet eo ivez e verc'hed, an Danaidezed ha mojenn an donell, a rankent leuniañ.
- Donedigezh an Danaidezed da Argos zo kontet e pezh Aesc'hulos
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (Deskrivadur Hellaz, II, 19)