Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Demetrios Kalos

Eus Wikipedia

Demetrios Kalos, Δημήτριος ὁ Καλός e gregach, Demetrios Koant, pe Demetrios Kyrene (war-dro 285 kent JK-249 pe 250 kent JK), a oa mab-bihan d'ar roue Ptolemaios Iañ Soter. Mab e oa da Demetrios Iañ Poliorketes, roue Makedonia, ha d'e bempet pried, Ptolemais, merc'h da Ptolemaios Iañ Soter. Hantervreur e oa da Antigonos II Gonatas, roue Makedonia war-lerc'h o zad.

Lakaet e oa bet da ren e Kyrene goude dimezet d'ar rouanez Berenike, merc'h d'ar roue Magas, a oa marvet en 250 kent JK. E -248 e voe drouklazhet Demetrios war urzh Berenike pa voe roet da c'houzout dezhi e oa deuet he fried da vout serc'heg he mamm, Apama II.

E eil pried e oa Berenike, rak a-raok dezhi e oa bet dimezet da Olympias, ur briñsez eus Larissa, hag ur mab o devoa bet, ha hennezh a renas e Makedonia evel Antigonos Doson.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv ec'h addimezas Berenike e -246 da Ptolemaios III Euergetes (ar Madoberour), Roue Egipt, ha gantañ e renas etre -246 ha -222.

Diwezhañ roue Kyrene e voe Demetrios: ur republik e teuas ar rouantelezh da vezañ betek 163 pa renas eno Ptolemaios VIII Fyskon.