Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Elgen Long

Eus Wikipedia
Elgen Long

War-dro 1972
Ganedigezh 12 Eost 1927
McMinnville, Oregon Oregon
Broadelezh  Stadunanat

Micher Nijer
Loman
Ijinour enklasker
Skrivagner

Internet www.elgenlong.com
PBY Catalina (1942–43)
Ur PBY Catalina
Ur PB2Y Coronado (1940–41)
Ur PB2Y Coronado

Elgen Marion Long (McMinnville, Oregon, 12 a viz Eost 1927) zo un nijer hag ul loman stadunanat brudet dre e nijadenn tro-dro d'ar bed dreist Pennahel an Norzh ha Pennahel ar Su e 1971, ha dre e enklask a-zivout steuziadur al levierez Amelia Earhart er Meurvor Habask e 1937.

Goude bezañ bet skoliataet betek e bemzekvet bloaz, e 1942, ez emezelas Elgen Long en US Navy ma voulc'has e respet en nijerezh : er skingomz da gentañ, evel loman da c'houde hag evel nijer en diwezh ; war-dro 55 000 eurvezh nij zo en e chakod.

E dibenn an Eil Brezel-bed e nijas E. Long tremen kant gwech war bourzh nijerezioù Consolidated Aircraft PBY ha PB2Y a-hed hag a-dreuz ar Meurvor Habask da evezhiañ fiñvoù lu Impalaeriezh Japan ; goude an arsav-brezel e miz Eost 1945 e voe kaset da nijal a-us ar staliadurioù japanat war Enez Formoza (Taiwan hiziv) da c'houzout ha tennet e vije warnañ pe doujet e vije da sinadur an Impalaeriezh.

Goude ar brezel, d'an 12 a viz Mae 1946, e timezas Elgen Long gant Marie Katherine Kurilich eus Cleveland (Ohio) ; a-hed o buhez e labourjont kevret, betek marv Marie e 2003.
Adkregiñ gant e studioù a reas Elgen a-benn tapout un diplom en aerlestrerezh hag ur breved mekanikour nijerezed. Petra bennak ma oa echu an Eil Brezel-bed e chome meur a dachenn-emgann er bed, ha kaset e voe da saveteiñ repuidi dre o c'has dre nijerez ; paotr ar skingomz e voe da gentañ, loman da goude, ha nijer e-pad 40 vloaz er Reter-Nesañ, en Israel, Hungaria, Korea, Sina, Viêt-Nam ha Yemen. E-keit-se e voe stummet e Kalifornia evit mont da enklasker a-c'houde gwallzarvoudoù c'hoarvezet gant nijerezioù.

E 1971, hag eñ 44 bloaz, e nijas Elgen Long en e unan war bourzh ur PiperPa-31Navajo e-pad 215 eurvezh a-hed 28 devezh d'ober tro ar bed dre an daou benn-ahel en ur ober gant un ardivink lomaniñ nevez. Bloaz goude e voe deroet dezhañ Medalenn aour ar Fédération Aéronautique Internationale (FAI/WASF) e Pariz, ha Priz Meur an Institute of Navigation.

Goude-se e tivizas E. Long hag e wreg beajiñ dre ar bed evit atersiñ an dud hag o devoa kemeret perzh pe berzh e nijadenn Amelia Earhart. Gant ar fondezon SeaWord e Cape Porpoise (Maine) emañ ar roadennoù hag atersadennoùo deus dastumet e-pad 35 bloaz. Diwar kement-se e savas ar c'houblad an damkanadenn Crash and Sank Theory : aet beol an trelosk da hesk e rankas Amelia Earhart morañ ; pa ne oa ket al Lockheed un dournijerez e sankas er mor ha beuzet e voe ar skipailh ; emañ ar peñse war strad ar meurvor, ur 700 m bennak dindan ar gorre[1]. Bremañ c'hoazh emañ Elgen Long o labourat evit kavout Amelia Earhart.

Rekordoù ofisiel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri rekord hepken zo bet enrollet gant an FAI diwar ar15a zo bet tapet gant Elgen Long.

Rummad Isrummad Rekord Kur Deiziad Statud
Nijerezioù C-1e[2] Tizh etre pennoù-ahel an Douar 59,709 km/h 22 Du 1971 Enrollet – Dilamet abaoe dre gemmadenn er reolenn
Tizh etre 2 boent war ar c'heheder dreist ur penn-ahel 65,328 km/h 28 Du 1971
Tizh tro-dro d'ar bed dreist pennoù-ahel an Douar 93,05 km/h 3 Kerzu 1971

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) 'Crash and Sank Theory'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. Nijerezioù etre 3 000 ha 6 000 kg a bouez enno d'an dibradañ.