Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Emiliano Sala

Eus Wikipedia
Emiliano Sala

Emiliano Sala (31 a viz Here 1990 e Cululù, Proviñs Santa Fe, Arc'hantina - Mor Breizh, 21 a viz Genver 2019) a oa ur melldroader arc'hantinat[1] hag en doa bet c'hoariet e Breizh e skipailh Naoned.

E vuhez en Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E meur a gleub en deus c'hoariet Emiliano Sala[2].

En 2015 e sinas gant kleub Football Klub Naoned, ma c'hoarias tremen kant krogad e Ligue 1 ; dre m'en devoa merket kalz palioù e voe treuzkaset da C.P.D. Dinas Caerdydd e miz Genver 2019, evit ar sammad a 18 milion a euroioù.

Goude sinadur ar gevrat gant Kerdiz e oa distroet Emiliano Sala da Naoned d'al Lun 21 a viz Genver da gimiadiñ diouzh e genc'hoarierien. Dibradet e oa ar c'harr-nij (ur Piper PA-46 Malibu) eus aerborzh Naoned (NTE/LFRS) da 19:15 da zistreiñ da aerborzh Kerdiz, anvet Cardiff-Wales Airport (CWL/EGFF), met kollet e voe ar gwel anezhañ diwar ar radarioù da 20.30 pa oa o nijal a-us Mor Breizh, goude bet ar sturier, David Ibbotson e anv, o c'houlenn aotre da ziskenn eus FL50 da FL20 p'edo o tremen hebiou da Wernenez. Un toullad songemennoù a voe kaset gant ar melldroader war Whatsapp a ro da grediñ ne oa ket ar sturier evit derc'hel an nijerez, ha hervez anaoudeien ar sturiañ kirri-nij e oa dañjerus bras an treizhañ dre ma c'halle skornañ an divaskell hag ar c'heflusker.

Erru e oa ar c'harr-nij 15 mn (27 km) en hanternoz da Wernenez pan eas diwar wel.

War-dro Aldernez e vefe aet an nijerez d'ar goueled.

E Naoned eo bet fromet kreñv an holl, koulz ar gourdoner Vahid Halilhodžić hag ar c'hoarierien[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pennad db karr-nij ar gwallzarvoud : [1] e Le Point.
  • Diwar-benn ar gevalaouriezh, ar vell-droad, ha marv Sala : [2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Teir broadelezh en deus : arc'hantinat, italian dre jus sanguinis ha gall.
  2. * A Vourdel da Naoned.
  3. Ouest-France, 24/01/2019