Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Emirelezh Granada

Eus Wikipedia

Emirelezh Granada pe Sultanelezh Granada, pe Reino nazarí de Granada e spagnoleg, a oa ur rouantelezh vuzulman e Granada er Grennamzer, adalek 1238 betek 1492. Savet e voe en 1238 gant ar priñs nazarí Mohamed-Ben-Nazar, hogen da gentaén e oa diazezet en Jaén.

Emirelezh Granada
Emirelezh Granada
Rouantelezhioù Spagn e 1360

Koll douar a rae dirak lanv Kurunenn Kastilha, ha goude Brezel Granada, a c'hoarvezas entre 1482 ha 1492, e voe kaset da get. Rouantelezh nazarí Granada a voe an diwezhañ stad muzulman el ledenez bet hini al-Ándalus. Muhammad XII, anvet ivez Boabdil el Chico, a voe ar roue diwezhañ, a zaskoras Granada d'an 2 a viz Genver 1492. Neuze e teuas da vezañ Rouantelezh Granada ha lakaet dindan Kurunenn Kastilha.

Tri marevezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kouezhet Kalifiezh Cordoba, e voe savet un taifa e tolead Granada gant ar Zirided .

Aloubet e voe Taifa Málaga gant Zirided Granada e 1056.