Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Enneg MAC

Eus Wikipedia

An enneg MAC pe enneg alvezel (chomlec'h MAC pe alvezel) a zo un enneg war c'hwec'h eizhbit (an enneg IEEE) a ro an tu da hennadiñ ("identification") an trobarzhelloù ha neuze ar c'hartennoù rouedad. Deverket eo bet an tri eizhbit kentañ gant an IEEE da hennadiñ kenderc'herien an dafar (da skouer 00AA00 evit ar c'henderc'her Intel hag 00A024 evit 3COm). Lezet e vez ar c'henderc'her e vez gwerzhet gantañ ar c'hartennoù deverkañ an tri eizhbit diwezhañ evel un enneg unel da bep hini anezhe. An ergrafadur-se a laka pep trobarzhell da gaout diarvar un enneg alvezel unel war bep rouedad.

Evel e c'heller gwelet, Skrivet e vezont e c'hwezekred

Implijet e vez an enneg-se kellies gwech ma vez ur stael (ur post) pe e gartenn rouedad o kaout ar c'hoant d'ec'hodiñ (da skignañ) un irienn war-zu ur gartenn all. Evelkent eo possubl kas un duilh (ur pakad) da lies kartennoù oc'h erlerc'hiañ enneg unel ar c'hasadour ouzh un enneg lieskement (alies un enneg skignañ - FFFFFFFFFFFF - eleze holl bitoù eus ar c'hwec'h eizhbit lakaet da 1).

Enneg IEEE skoueriekaet :

H / S U / L enneg ar c'henderc'her war 22 bit Niv. deverket gant ar c'henderc'her (24 bit)

H (hiniennel) = 0 / S (Strollad) = 1 / U (hollek) = 0 / L (load) = 1

Neuze, an ennegoù o venegiñ lies ostizoù o devo o bit a live uhelañ (ar re war an tu kleiz pellañ) da 1 (da skouer : FFFFFF.FFFFFF) ha da 0 da gontrol (da skouer : 00AA00.123456).

Meneget e vez e-mod-se tri doare da ennegiñ oc'h ober gant enneg MAC ur gartenn rouedad :

> Ma eo dav kas an duilh da holl glomoù (pe skoulm rouedad) eus ur rouedad e vez graet gant un enneg skignañ ("broadcast" e soazneg).

> Pa e vez kas an duilh d'un darn eus ardivinkoù ar rouedad nemetken e vez kaset neuze an iriennoù d'ur strollad. Un enneg "multicast" eo pe lieskas (bit a live uhelañ da 1 - S).

> Un enneg hiniennel evit ar c'has d'un urzhiataer ("unicast") ; bit a live uhelañ da 1 (H).

Un enneg deverket gant an IEEE e vo e eil bit a live uhelañ lakaet da 0 (U). Ma e vo lakaet da 1 ar bit-se eo peogwir e vo nann skouerieraet an enneg (L - evit ur rouedad a chomo asur lec'hel, ur rouedad load).

Stumm an ennegoù MAC

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurvuiañ e vez disrannet ar reoù eizhbitoù gant daouboentoù (:). Da skouer e c'heller lenn un enneg evel-hen evit ur gartenn rouedad kenderc'het gant ar c'hevredad 3Com :

00:A0:24:45:2B:06

Setu ul lodenn eus pajenn kefluniañ ur voullerez Konica-Minolta kennasket ouzh ur rouedad load (pe lec'hel) Ethernet :

Network Settings

WINS/NetBIOS Resolution:  Enabled
NetBIOS Name:     MC2300DL729B04
Domain/Workgroup:    WORKGROUP
Primary WINS:     0.0.0.0
Secondary WINS:    0.0.0.0
Rendezvous discovery:   Enabled
DHCP:       Off
BOOTP:      Off
HTTP:       On
SNMP:       On
IP Address:     192.168.1.2
Subnet Mask:     255.255.255.0
Gateway Address:    192.168.1.1
Harware Address:    00:20:6B:72:9B:04

E traoñ roll an arventennoù, e c'heller gwelet an enneg MAC (Hardware Address).

"00:20:6B" eo an enneg deverket d'ar c'henderc'her gant an IEEE

"72:9B:04" eo an enneg deverket d'ar gartenn rouedad gant ar c'henderc'her