Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Ernesto Lecuona

Eus Wikipedia
Ernesto Lecuona: dediet da Gonzalo Roig.

Ernesto Lecuona y Casado, ganet d'ar 6 a viz Eost 1895 e Guanabacoa, e La Habana, e Cuba ha marvet d'an 29 a viz Du 1963 e Santa Cruz de Tenerife, en Inizi Kanariez a oa ur pianoour ampart hag ur sonaozour eus Kuba. E dad a oa kazetenner, eus Kanariez, e vamm eus Kuba. Savet en deus ur c'hwec'h kant pezh bennak, e doare Cuba peurvuiañ.

Da 5 bloaz e krogas da studiañ piano gant e c'hoar a oa 14 vloaz koshoc'h egetañ, ha kelennerien evel Hubert de Blanck ha Joaquin Nin y Peyrellade. Da 13 vloaz esavas e oberenn gentañ, un ton-bale daou luskad anvet Cuba y América evit ul laz-seniñ . Diwezhatoc'h e savas pezhioù pouezusoc'h, Danzas Cubanas (1911) pe el Vals del Rhin (1912).

En 1913, tapet e ziplom e La Habana e reas un droiad vras dre ar bed: SUA, Spagn, Bro-C'hall gant al Lecuona's Cuban Boys. Gant Gonzalo Roig ha Rodrigo Prats eo aet d'ober an trikon a sonaozourien kuban, evit ar sevel zarzuelas dreist-holl.

  • Ar zarzuelas, evel Canto Siboney (anavezet evel Siboney, adkemeret en doare son pe jazz abaoe), Damisela Encantadora, Diablos y Fantasías, El Amor del Guarachero, El Batey (1929), El Cafetal, El Calesero, El Maizal, La Flor del Sitio, Tierra de Venus (1927), María la O (1930) ha Rosa la China (1932) ;
  • kanaouennoù :Canto Carabalí, La Comparsa ha Malagueña (1933), en heuliad Andalucía (a lakaas Maurice Ravel da estlammiñ) ;
  • oberennoù da zañsal: Danza de los Ñáñígos, Danza Lucumí ;
  • El Rumbero de Yarey, ar Rapsodia Negra, ar Suite Española.


Marvet eo e Santa Cruz de Tenerife, en Inizi Kanariez, e-pad vakañsoù pa oa deuet di d'anavezout douar e dad. Kaset eo bet e gorf da SUA ha beziet eo e bered Gate of Heaven, en Hawthorne, New York.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]