Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Eusko Alkartasuna

Eus Wikipedia
Eusko Alkartasuna.

Eusko Alkartasuna a zo ur strollad broadelour euskarat eus an tu-kleiz hag a glask gounit frankiz Euskadi e-barzh Unaniezh Europat. Rann yaouank Eusko Alkartasuna eo Emsav Gazte Abertzaleak.

Krouet e oa bet Eusko Alkartasuna dre un disrann e-barzh ar Strollad Broadelour Euskarat e 1987. E gendalc'h-diazezañ a c'hoarvezas en Iruñea ha Carlos Garaikoetxea a voe dilennet da brezidant kentañ. Meur a abeg a oa d'an disrann:

Start e oa an tabut ha ret e voe da bep kevrenn votiñ da c'houzout ha mont a rafe gant ar SBE pe gant EA.

Lec'hiadur a-vremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sioulaet e oa bet un tammig an diemglev gant ar Strollad Broadelour Euskarat hag abaoe 1991 en ddeus EA kemeret perzh e meur a c'houarmanant. E dilenadegoù 2004 en doa gounezet ur sez e proviñs Gipuzkoa. Kevreet eo bet gant ar Strollad Broadelour Euskarat e meur a zilennadeg ha gant Esquerra Republicana de Catalunya e dilennadegoù europat. E Navarra en deus furmet ar c'hevread Nafarroa Bai gant strolladoù broadel arall.

Gant Maiorga Ramirez Erro eo bleiniet hiziv hag un ezel eus Emglev Libr Europa eo.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]