Fallschirmjäger
Fallschirmjäger zo ur ger alamanek evit "harzlammerien". Fallschirm (harz-lamm) ha Jäger (chaseour, hag ar ger boas eo en alamaneg evit ober anv eus an droadeien lijer). Ur roll hollbouezus zo bet gant an unvezioù-se e-pad an Eil Brezel-bed. Asambles gant ar Gebirgsjäger e oant gwelet evel nerzhioù gwellañ lu an Trede Reich. E fin an Eil Brezel-bed e oant bet adsavet diouzhtu evel ul lod eus nerzhioù difenn Alamagn ar C'hornôg, kement hag eus Alamagn ar Reter met gant ur roll nerzhioù arbennik.
Ar Fallschirmjäger a oa bet an harzlammerien gentañ o vezañ implijet niverus en un taol e-pad an Eil brezel-bed evit an oberiadurioù brezel dre an oabl. Lesanvet e oant bet Green devils ("Diaouled gwer") gant nerzhioù ar Gevredidi a stourme a-enep dezho.
Fallschirmjäger ha Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unvezhioù Fallschirmjäger o deus bet stourmet e Breizh e-pad an Eil Brezel-bed e Breizh. Brud o deus tapet o tifenn kêr Vrest.
2. Fallschirmjäger-Division
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An 2. Fallschirmjäger-Division zo chomet stag ouzh Breizh dre ma voe savet ar rannarme e miz C'hwevrer 1943 e Breizh kostez Gwened. Ar rannarme-se a oa bet stummet adal ar Fallschirm-Jäger-Regiment 2 (FJR.2) hag an II./Fallschirm-Artillerie-Regiment 1. Goude an dilestradeg e Normandi e voe adkaset ar rannarme da vro Landerne ; kemer a reas perzh e seziz Brest.
Torfedoù brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma voe brud mat war an unvezhioù harzlammerien Fallschirmjäger e-pad hag abaoe an Eil Brezel-bed e voe kaset da benn torfedoù brezel a-enep trevourien ganto, zoken pa ne voent ket niverus e voe anezho :
- Lazhadeg Kondomari d'an 2 a viz Even 1941, etre 23 ha 60 den lazhadeget ;
- Lazhadeg Alikianos d'an 2 viz Even 1941, 79 zrevour lazhadeget ;
- Distrujadenn Kandanos, d'an 3 a viz Even 1941, tro-dro da 180 trevour lazhadeget ar gêr peurzistrujet ;
- Lazhadeg Gardelegen d'an 13 a viz Ebrel 1945, ma voe lazhadeg prizonidi kampoù-bac'h met diasur e vefe bet soudarded harzlammerien.