Fillide Melandroni
Fillide Melandroni, ganet e 1581 e Siena, a greder peurvuiañ, marvet e 1618, a oa ur gourtizanez italian eus ar XVIIvet kantved.
Deuet e oa da-heul he zud da chom da Roma. Daremprediñ a reas tud pinvidik eus an Iliz ha metoù an arc'hant bras, kardinaled, hag an arc'hantour Vincenzo Giustiniani, unan eus harperien al livour Caravaggio. Kourtizanez e oa er palezioù, ha gast war ar straedoù. Berzh a rae e Roma, ha kerc'het e veze d'ar festoù aozet gant tud uhel. Serc'h e oa bet da Garavaggio, a greder, ha marteze d'ar c'hardinal Del Monte.
Hi eo a weler e meur a boltred graet gant Caravaggio e dibenn ar bloavezhioù 1590: evel Santez Katell en daolenn Santa Caterina d'Alessandria, Mari en daolenn Marta ha Mari (Marta e Maria Maddalena), Judit en daolenn Judit ha Holofern (Giuditta e Oloferne). Marteze e veze gwelet ivez en oberennoù kollet niverus al livour, met goude 1599 n'eus ket keloù anezhi ken.
E miz C'hwevrer 1599 e voe dastumet Fillide gant polis ar pab, hag a-gevret ganti e oa Ranuccio Tomassoni, ur paotr yaouank hag a seblante bout hec'h houlier. Hennezh a deue eus un tiegezh mat, met kavet e veze e anv e dihelloù ar polis gant anvioù gisti goude ma ne oa ket pratik dezho. Harzet e oa bet dre ma oa bet dizurzh gante en un abadenn malarjez trouzus-bras en he zi.
E-touez mignoned Fillide e oa Anna Bianchini, ur gourtizanez all, hag a weler en Mari Madalen e Conversione della Maddalena, hag ivez en Marta en daolenn Marta ha Mari (pa oa Fillide en Mari), hag en mamm Jezuz en daolenn Riposo durante la fuga in Egitto.
Krediñ a reer e oa bet serc'h d'ar c'hlezeataer Ranuccio Tomassoni, un den hag a voe lazhet gant Caravaggio en 1606. Terni Tomassoni, breur da Ranuccio, an hini a oa houlier ganti. Deskiñ a reas Fillide ar vicher da veur a gourtizanez all.
En 1612 e rankas Fillide kuitaat Roma, dre ma oa bet lakaet klask warni gant tiegezh ar barzh hag alvokad apostolek Giulio Strozzi, he serc'heg d'an ampoent.
Mervel a eure Fillide en 1618, da seizh vloaz ha tregont, hag an Iliz a nac'has outi bout beziet e douar santel.
Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Poltredet e voe meur a wech gant al livour Caravaggio :
- Ritratto di Cortigiana (1597), graet evit an arc'hantour Vincenzo Giustiniani. E Berlin edo ar poltred er Mirdi Kaiser Friedrich. Kollet pe distrujet eo bet e-pad an eil brezel-bed.
- Marta_e_Maria_Maddalena (1598), Institute of Arts (Detroit)
- Santa Caterina d'Alessandria (1598), war ziskouez e Madrid, er Mirdi Thyssen-Bornemisza (Madrid).
- Giuditta e Oloferne. Evezh a daoler ouzh genoù heuget Judit, intañvez yaouank, hag ouzh tres drouk he matezh, ur wrac'h roufennet ha dizant anezhi.
- Natività con i santi Lorenzo e Francesco, 1600, eoullivadur, 268 cm × 197 cm. War ziskouez e oa e Palermo, en Oratorio di San Lorenzo, pa voe laeret e 1969.
-
Judit o tibennañ Olofern