Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Filomena Kadored

Eus Wikipedia
Filomena Kadored
Filomena Kadored
Anv ofisiel Philomène Cadoret
Anv pluenn Koulmig Arvor, Bugel ar Werc'hez
Obererezh Romantourez, barzhez
Ganedigezh 24 a viz Gouere 1892
Bonen
Marv 4 a viz Meurzh 1923
Rostrenenn
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
  • Mouez Meneou Kerne (1912)
  • Bleuniou ar Garantez

Filomena Kadored, Philomène Cadoret en ti-kêr, a oa ur varzhez ha romantourez vrezhonek, ha kemenerez diouzh he micher. Ganet e oa bet e Bonen d'ar 24 a viz Gouere 1892 ha marvet e Rostrenenn d'ar 4 a viz Meurzh 1923.

Ganet e oa bet en ur familh kemenerien tre kichen Rostrenenn. Brav e teuas ganti ar santifikad d'an oad a zaouzek vloaz. Chom a reas er gêr evit deskiñ ar vicher gwriat. Desket he doa lenn ha skrivañ brezhoneg er c'hatekiz.
E 1909 e pakas ar priz kentañ e kenstrivadeg an URB, un diplom ar bloaz war-lerc'h, Eil priz ar varzhoniezh er Bleun Brug e 1911 hag adarre ar priz kentañ gant an URB e 1912.
Kenlabourat a reas gant ar c'helaouennoù Kroaz ar Vretoned hag Arvorig dreist-holl, met brudet kaer e voe gant e levr Mouez Meneou Kerne deuet er-maez bloavezh hec'h ugent vloaz.
Pa zeuas ar Brezel-bed kentañ n'edo mui en he bleud da skrivañ. Dimeziñ a reas da Joseph Velly eus sant-Mikael Groñvel, he filhor brezel. He gwaz oa bet kaset d'ar gêr gwall bistiget e-kerzh ar brezel, ha mervel a reas gant an drouk-skevent e 1919. O merc'h Tereza a voe ganet daou viz goude marv he zad.
Gant an drouk-skevent ivez ez eas Filomena e 1923. Daouzek devezh war-lerc'h e varvas he merc'h d'he zro.

  • Mouez Meneou Kerne, Moulerez ar Gwaziou, Montroulez, 1912.
  • Bleuniou ar Garantez, danevell embannet gant Gwalarn Nnn 59, 1933
  • Yann ar burzudou. Kontadenn. Kroaz ar Vretoned, 1912, eil emb. Gwalarn, Nnn 63, 1934

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]