Francesco Hayez
Francesco Hayez a oa ul livour italian, ganet d'an 10 a viz C'hwevrer 1791 e Venezia ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1882 e Milano.
Brudetañ arzour ar romantelezh e-kreiz an XIXvet kantved e oa e Milano, gant e bezhioù taolennoù istorel, e alegoriennoù politikel hag e boltredoù kaer.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Paour e oa e dud, e dad Giovanni, a orin gall, evel e vamm, Chiara Torcella, eus Murano. Francesco a oa an diwezhañ eus pemp a vugale, hag advabet e voe gant ur voereb a-berzh he mamm a oa dimezet da Giovanni Binasco, paramantour ha marc'hadour taolennoù, perc'henn d'un dastumadeg livadurioù personel.
A vihanik e tiskouezas bezañ stummet da dresañ, ma voe lakaet gant e eontr da zeskiñ al labour, gant ur c'hempenner taolennoù da gentañ, gant al livour Francisco Magiotto e-pad tri bloaz da c'houde. War-lerc'h deskiñ livañ tud en o noazh e 1803 e heulias kentelioù en Akademiezh an Arzoù Kaer gant Theodore Matteini.
En 1809 e c'hounezas ur genstrivadeg aozet gant Akademiezh Venezia da vont da studiañ da Akademiezh San Luca, tost da Roma. Eno e voe diskib da Canova a voe e warezer e-pad meur a vloaz. En 1814 e kuitaas Roma goude bezañ bet arsailhet, un afer serc'h a greder. Ac'haleno ez eas da Naplez ma voe karget gant ar roue Murat da livañ " Ulisse en la corte de Alcinoo ".
Adalek 1850 e renas Akademiezh an Arzoù Kaer e Brera en Milano.