Location via proxy:   [ UP ]  
[Report a bug]   [Manage cookies]                
Mont d’an endalc’had

Freikorps

Eus Wikipedia
Freikorps e Berlin e-pad Putsch Kapp e 1920

Freikorps ("Korfadoù Dieub") a oa anv unvezioù emouestlidi Alamagn etre an XVIIIvet kantved ha penn-kentañ an XXvet kantved. Da gentañ izili ar Freikorps a oa goprsoudarded, ne vern petra e oa o broadelezh. Er broioù alamanek, ar c'hentañ unvezioù a raed Freikorps anezhe ("rejimantoù dieub", alamaneg: Freie Regimenter) a oa bet savet en 18vet kantved gant emouestlidi lec'hel, dizertourien pe treitourien ha torfedourien.

Poltred tri ezel brudet eus ar Freikorps e 1815: Heinrich Hartmann, Theodor Körner, ha Friedrich Friesen

Ur ganaouenn vrudet hag a veze kanet ar Freikorps a zo "Freikorps voran!".

Sed un droidigezh anezhi :

Freikorps war-raok, an harz a losk. Alamagn zo ezhommek.

Freikorps war-raok, an harz a losk. Ur gourc'hemenn hepken !

Tokarnet hag armet kreñv, 'vit ar bobl hag ar vro.

Freikorps war-raok, an harz a losk. Kemerit ar fuzuilh (en dorn).

Freikorps war-raok, an harz a losk. e anarkiezh München.

Freikorps war-raok, an harz a losk. Diaesat stourm 'vel biskoazh.

E Silezia e vennent lakaat Alamagn a bezhioù.

Freikorps war-raok, an harz a losk. Ni o argase pell.

Freikorps war-raok, an harz a losk. En aod valtek. Er Roen.

Freikorps war-raok, an harz a losk. An trec'h a vo deomp.

Ne stourmomp 'vit gwad ar re vras naket 'vit aour, arc'hant.

Freikorps war-raok, an harz a losk. Evit ur bed torret.

Freikorps war-raok, an harz a losk. en abeg da Versailles.

Freikorps war-raok, an harz a losk. A'n diktat nep salud.

Ni gantreo en ur brezel, n'hon eus mennet biskoazh.

Freikorps war-raok, an harz a losk. Vel soudarded hep gopr.